Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Setu krouet ur blog nevez en Brezhoneg penn-da-benn. An tem ar wech-mañ a vo da reiñ da anavezout an tresadennoù-bev Japanaat istitlet ganeomp en Brezhoneg. An heulienn gentañ a vo "Black cat" emichañs e vezo dedennet ar brashañ niver gant hol labour.
Hirig eo d'en ober, hanter a tamm gentañ a zo bet graet, 'vit ar sizun o tont e vezo lakaet emichañs ul liamm d'e bellgargañ digoust. An doare d'e bellgargañ a vo tost asur ul liamm megaupload, displeget e vezo dre un tuto penaos implij al liammoù megaupload.
Klask a vez war tud!
Dedennet gant hol labour? Dedennet gant degas danvez nevez ha digoust d'an nevez vrezhonegerien (pe get)? Amzer da goll?
klask a vez gant breiz atao fansub, war tud dedennet evit kas al labour istitlañ war raok, kasit un e-bost da dishual@hotmail.fr.
Ma vezomp niverusoc'h e vo kaset buanoc'h ha gwelloc'h al labour da benn! Hir ez eo da c'hortoz war hol labour met hiroc'h c'hoazh d'e gas da benn.Evit istitlañ un tamm nemetken d'eus un tresadenn-bev japanaat ez eus un toullad labour:
-Da gentañ kavout ar RAW (tresadenn-bev e japaneg nann istitlet) hag an tresadenn-bev en galleg pe saozneg.
-Da eil treiñ en Brezhoneg
-Trede paz lakaat an istitloù war ar RAW.
-A-benn ar fin adrenkañ ar RAW hag an istitloù vit ma ne vize nemet ur video istitlet en Brezhoneg.
-Evel just e chom d'e lakaat war ar rouedad evit peurlipaat al labour ha gellet eskemm ar blijadur da welet ur manga en Brezhoneg!

Netra da wel gant danvez boaz al lec'hienn, met talvoudus da c'houzout evit hor bro!
(evit ur wech e vezo degemeret ar galleg....)
Le GIR (Groupe d’Intervention pour la Réunification) revendique l’attaque au coaltar et à la peinture de six cars de propagande «paysdelaloirienne» à la direction régionale des Transport 10 rue Gaétan Rondeau à Nantes dans la nuit du 14 au 15 février 2007. Par cette méthode de désobéissance civile le GIR affirme ainsi protester contre l’entreprise de négation de l’identité Bretonne par la région administrative des Pays de la Loire en Loire-Atlantique. Nous rappelons que la région des Pays de la Loire est la région qui utilise le plus d’argent public pour se faire reconnaître dans ses limites territoriales !
Le pays Nantais est Breton ! 44=BZH
Pour le GIR, le commando Jean Luigi.
Banielloù nevez breiz atao


A-nevez gant breiz atao fansub
Adrenket ez eo bet al lec'hienn 'vit ma vije aesoc'h kavout ar pezh a zeden ac'hanoch. Bremañ vezo renket asambles 'barzh ar memes lodennoù an holl liammoù a ya d'ober ar re A.M.V d'eus un tu hag ar re O.S.T d'eus un tu all ( sonerezh pe Original Soundtrack en Saozneg flour ) hep disoñjal ar Release gant skipailh Breiz Atao Fansub.
Ouzhpennet z'eus bet un toullad O.S.T da bellgargañ. Ma fell deoc'h kavout sonerezh (diwir evel just) n'o peus nemet kas un e-bost deomp pe laoskel ur gerig war ar forom ha klasket 'vo e lakaat ar buanañ ar gwellañ. Ouzhpennet z'eus bet skeudennoù ivez a vez tu deoc'h implij evit lakaat 'vel foñs skramm.
Kenderc'hel a ra al labour war an heuliennoù, kemeret hon eus dale digarezit ac'hanomp.
Breiz Atao!
Nevezinti gant Breiz Atao Fansub

A nevez war al lec'hienn: sonerezh ouzhpennet war ar pennad OST, tennet d'eus an tresadennoù-bev Japanaat (School Rumble Ni Gakki, Gintama, Full metal alchemist....). Ouzhpennet war ar memes tro er
pennad A.M.V, un
nebeut anezho (Black Lagoon, Tenjou Tenge, Death Note, Pumpkin Scissors...). Kenderc'hel a ra al labour gant an heuliennoù paket hon eus dale bras met prometiñ a reomp da gregiñ 'barzh 'vel biken
betek hen!
Laoskit ur gerig pe meur war al lec'hienn evit gouzout petra 'blij deoc'h (pe a zisplij), petra fell deoc'h kavout....Pe 'vit harpañ achanomp, ur gerig jentil na ra ket a boan!
Breiz Atao!
Setu nevez krouet ur forum nevez!
gortozet oc'h!
http://breiz-atao.actifforum.com/portal.htm

Setu distro hon,
leun a labour a zo ganeomp war ar bilig!
Neuze gortozit un nebeudig c'hoazh!
BREIZHmag
N'eus ket ar boaz ganeomp d'ober bruderezh,
met aze e dalvez ar boan memestra da vrudañ BREIZHmag.
Ur mag pe ur gelaouenn en Brezhoneg prop hag a dalvez ar boan da gomz a ziwar e fenn (kement 'vit Louarnig ha Meuriad)
met graet ez eo evit an dud koshoc'h...
Evit mont war al lec'hienn ez eo dre [amañ]
A-benn koumanantiñ ez eo [amañ]
Breiz Atao!
10 000 gwelladennerien

Dreist eo bezañ harpet gant kement a dud ! Degemeret mat e vezo
Breiz-atao!
A-nevez!
Setu nevez Kroueet ganeomp bruderezh!
Ma vije tu deoc'h brudañ al lec'hienn , e vije laouen tre ar skipailh!
Da welet/pellkargañ [amañ]

