Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

J.S.A (Joint Security Area)
Kentañ gwell : 2004
Kaset da benn gant: Park Chan-wook
Gant: Song Kang-Ho, Yeong-ae Lee, Byung-hun Lee
Film d'eus Korea ar zu.
pad a ra : 2h 9min.
Anv gwirion : Gongdong gyeongbi guyeok JSA
Gounezet gantañ priz bras Festival Deauville e 2001
An istor:
Daou soudard Korean a vez muntret war an harz (An Joint Security Area) etre an daou Korea (Su kapitalour ha Norz komunour) . Kaset e vez eno evit gouzout penaos ez eo erruet an darvoud, un inspektourez d'eus an A.B.U ( Aozadur ar Broadoù Unanet). A-feur ma vezo kaset da benn ganti e labour enklask e teuio war wel n'eo ket un afer ken simpl 'vit ma seblant d'ar c'hentañ sell.
Pismigañ:
Abaoe nebeut bloavezhioù e vez muioc'h mui a filmoù o tont d'eus Azia hag a vez lec'hiet o istor war danvez brezel Korea pe an efedoù degaset ganti a-vremañ. Breudeur dre gwad ("frères de sang"), Shiri ("nom de codes shiri"), Soudarded an neuñv ("les soldats de l'apocalypse") pe c'hoazh Silmido. Joint security Area a vez unan dioute. Al live pe dre an aozerien, dre an istor pe dre ar filmañ a zo uhel el luskad-se. Penaos en am denn J.S.A?
Ur film dibar! Setu pezh a vez tu laret d'eus outañ. Dalc'het e vezer ouzh ar skourr adal ar c'hentañ munutenn betek an hini diwezhañ. A-dreñv un afer polis kemmesk gant ar bolitikerez e teu a-benn an aozour da zegas un istor gant ur menneg humanegour. A posubl eo da sevel ul liamm a vignoniez pa vezer harzet gant pouezh an istor, ar bolitikerez?
Pezh a vez dedennus ivez d'eus ar film-se ez eo ne chom ket an aozour da bismigañ tu 'mañ tu o laret ez eo pe ar Zu pe an Norz an hini vad pe an hini vil. An aozour dre e istor hag e zoare filmañ ha ginnig ur sell a live denel.
An aktourien a vez dreist an holl en o roll, ne vez ket unan d'eus outo o c'hoari betek re hag o kemer un tu da zifenn. Chom a ra kement an istor pe an aktourien neptu, dirak un troc'h a 60 vloaz etre an dou Korea.

Breudeur dre gwad
Kentañ gwell: 2004
Kaset da benn gant:GANG Je-Gyu
Gant: JANG Dong-Geon, WON Bin
Film d'eus Korea ar zu
Doare: drama, brezel, istorel
pad a ra: 2h34min
Anv gwirion: Taeguki / Brotherhood of war
lec'hienn (où) evit mont pelloc'h: www.sancho-asia.com/
An istor:
Ar film a gont deomp penaos ez eo bet cheñchet buhez daou vreur gant brezel Korea.
Kregiñ a ra e 1950, Jin-Tae, ar vreur brashañ ( JANG Dong-Geon) ha Jin-Seok, e vreur bihan (WON Bin) a zo paour met o vevañ en un doare evurus gant o mamm.Ar vreur brashañ a labour evel netaer botoù evit degas peadra d'ar familh en ur c'hortoz da zimeziñ. E vreur bihanañ a vez spi ar familh dre ma vez dreist e notennoù er skol.
Alas evito ar brezel a grog d'ar 25 a viz even 1950. An holl baotred a-us da 18 bloaz a vez ranket dezho mont d'ar brezel, an daou a vez neuze enrollet dindan baniell ar zu.
Enkrezet gant dazont e vreur, an hini brashañ a raio pep tra evit gellet dizenrollañ anezhañ. Met a dont a raio a-benn da dizout e fal hep kol e denelezh?
Pismigañ:
Ar film-se a zo bet degemeret en un doare delezus dre ar boan a zo bet lakkaet ennañ evit adober an emgannioù drastus a zo bet e-kerz brezel Korea. Tu 'zo gwelet anezhañ e doare ur "saving private Ryan" d'eus Azia.
An daou aktour a ya d'ober an daou vreur a zeu a-benn dre ur c'hoari difazi da zegas an enkrez hag ar feulster degaset en un doare dic'hortoz en o vuhez sioul dre an dagadenn komunour.
Feuls-tre eo ar film, ar brezel a zo filmet en un doare gwirion. Korfoù reuget, gwad o skuilhañ a-bep lec'h....Ur sell gwirion a c'hello bezañ betek re avit ar re yaouankañ.
Da notenniñ ez eo ar film, unan enep-komunour a-grenn. N'eus ket ur poent a-vad a vezo tu kavout en ur sellet dioutañ evit mont da zifenn ar gomunourien Norz korean. Evel just ne vez ket kinniget re ar zu evel tud dreist kennebeut, met goude bezañ e gwelet ne vijer ket entanet o kaout damant evit re an Norz.

Silmido
Kentañ gwell: 2005
Kaset da benn gant:Kang Woo-Suk
Film d'eus Korea ar zu
Gant: Ahn Sung-kee - Sol Kyung-gu - Heo Jun-Ho - Jeong Jae-Yeong - Kang Seong-jin
Doare: drama, brezel, istorel
pad a ra: 2h40min
Anv gwirion: Silmido
lec'hienn (où) evit mont pelloc'h: http://www.sancho-asia.com/article.php3?id_article=1252
An istor:
An 21 a viz genver 1968, 31 soudard d'eus an norz Korea komunour a zeu a-benn da dizout an ti glas (e-doare an ti gwenn ar stadoù-unanet) hag a glask muntrañ prezidant Korea ar zu.
Evit respont d'an taol-se e vez enrollet 31 "soudard" gant ar KCIA. Ar "soudarded"-se a zo holl tud kondaonet d'ar marv. Ar re-se a vezo renket er strollad 684 d'eus republik korea ar zu. O pal a zo ar memes 'vit hini ar strollad komunour, dont a-benn da muntrañ prezidant an norz hag er mod-se da adunvaniañ ar vro dre an nerzh.
Pismigañ
Ar fed ma vije bet klasket da vuntrañ ar prezidant Park (prezidant Korea ar zu) gant ar gomunourien a oa anvezet mad gant poblañs Korea ar zu, met krouidigezh ar strollad 684 a oa chomet kuzh betek nebeut bloavezhioù 'zo. Aet eo 'maez ar film nebeut amzer goude manifestadegoù feuls a zo bet e Korea. E-kerzh ar manifestadegoù-se, nebeut ez-kommando a oa diskennet er straedoù evit goulenn da vezañ anzavet gant ar stad ha kaout ul leve soudard.
Ar film en d'eus graet berzh, gant 10 million a zud o welet anezhañ. Ar c'hentañ film Korean eo en dije graet kement a-berzh.
Brav esplann eo kaoz ar film: tud feuls kondaonet d'ar marv (gwir anevaled) a glask adtapout o fazioù dre ur gefridi broadel. A-feur ma vez ar film o vont war raok ne oueir mui hag-eñ ez eo tud ken vil anezho pe tud kollet gant neud o vuhez. E-giz mab-den, ur meskaj d'eus an daou du eo etre brashañ mad ar muiañ niver hag ar brashañ mad personel dre nep doare.
Kinnig a reomp d'an holl da welet ar film-se rak ne vezo ket kollet o amzer d'e welet.


PROLOGUE
e penn kentañ ar millved nevez,
an dilabour en deus tizhet 15%. 800 000 studier ho deus nac'het dont er skol.
an tud gour ho deus aon:setu kroueet al lezenn BR (Battle royale)
se
lezenn Batlle Royale:
Article 1 - pal Battle Royale
Battle Royale a zo bet kroueet a benn krouiñ ur Broad labourus a du gant ar gouarnamant.
Article 2 - evit ar re a ra BR
BR bep bloazh e vez choazet ur c'hlas 3de, ar re se n'ho deus ket ar choas, bez e rankont emzelañ er programm mañ.
ne vo ket graet diforc'hiou etre an dud .
Article 3 -
holl an dud a ra BR ha rank lazhañ en ur bezhañ kalonek, en ur c'hoarzhin, hag ur bezañ tagus.
Article 4 -
n'esu ket tu direnkañ an dud a zo ho emzelañ d'ar c'hoari mañ.
Article 5 - c'hoantou ar justis:
n'esu ket tu mont en toull barc'h peogwir ez eus bet lazhet tud gant an den mañ mañ er programm.
Article 6 - ar "winner"
echu a ra ar c'hoariñ gant un ded bev nemetken.
n'eus ket tu ober mod all.
Article 7 - buhez ar "winner"
paet e vo dezhañ holl ar pezh en deus ezhomm paeañ en e vuhez.
Article 8 - kelenner-superviseur BR.
ez e rank ober e seurt evije drouglazet an holl war bouez ar "winner".
Article 9 - evit ar familhiou:
paet e vo dezho un "indemnite" evit ho bupel.
Article 10 - ma z'eus kudennou:
tu zo ober ar pezh a zo ezhomm a benn lazhañ an holl war bouezh ar "winner"

an istor:
ne vo ket lavaret muioc'h deoc'h!.
omp ali:
unan eus brasañ hag gwelañ film bet gwellet ganin.
A dra sur ez eo ur film krizh , met n'eo ket holl ar pezh eo ret sell er film mañ!

My Sassy Girl
aka Yupgi Girl

Kentañ gwell: 2001
Kaset da benn gant: Gwak Jae-Yong
Film d'eus Korea ar Zu
Gant: Jeon Ji-Hyeon, Cha Tae-Hyeon, Yang Geum-Yong
Doare: drama, fent
pad a ra: 2eur17 mn
An istor:
Meet Gyeon-Woo, ur studier Korean a vez o c'hortoz ar metro evit distreiñ en e zi. Gant ma vez o c'hortoz e wel ur plac'h mezv-du-dall hag a vez re dost d'eus linenn an tren. D'an daou-lamm ruz setu hemañ o adpakout ar plac'h araok ma vize stoket gant ar metro. Ur wech 'barzh ar metro setu ar plac'h o tagañ un den yaouank a n'oa ket c'hoant da reiñ e blas d'un den kozh, hag he da c'houde da richetiñ war an hini gozh. Araok semplañ he galv ar studier ma "garantez", setu Gyeon-Woo e-karg dre ret d'eus ar plac'h.
![]()
Setu neuze Gyeon-Woo gant ar plac'h - "a c'hellfe bezañ d'eus e giz ma na vize ket mezv"- war e gein. Ar paotr meveleg betek re ha gas ar plac'h dianav dezhañ en un ti-kousk evit ma c'hellfe he chom peurest an nozvez hep kaout kudennoù all.Evel just mestr an ti-kousk ha gred dezhañ ez eo Gyeon-Woo ur paotr a n'eus lakaet ar plac'h da eva~evit profitañ diouti. Ha setu ar paotr kaset d'an toull gant an archerien... Evit an haroz setu ul liamm iskis a vezo krouet gant ar plac'h, etre lajadoù amzer a c'hoarz, a feulster en ur dremenn dre an toull-bac'h hag ur vank a chañs dreistordinal. Ha kement-mañ gant ur vouzc'hoarz truezus.
Omp ali:
Evit bezañ honest, ar filmoù doare komedinnoù romantel pe a garantez n'eo ket re omp doare met 'vit My Sassy Girl ez eo disheñvel.
An daou aktourien pennañ a zegas un nerz dreistordinal d'ur film kaset da benn gant Gwak Jae-Yong. Penn rener ar film a zeu a-benn da veskañ doareoù istor disheñvel mik war ur gomedienn karantez: ar chambara (filmoù sabr) da skouer. Ha kement-mañ gant un doare ken mestroniet 'vit an tu fent. My Sassy Girl a zo bet ur film a n'eus graet berz kement e Korea ar zu 'vit bro Japan (ar pezh a vez ral). Da welet ha da adwelet digudenn.
Da notenniñ un doare kendalc'h en a-raok d'ar film 'mañ: Windstruck hag a zo ken mad 'vit an hini gentañ.

Windstruck
Kentañ gwell: 2004 Kaset da benn gant: Gwak Jae-Yong Film d'eus Korea ar Zu Gant: Jeon Ji-Hyeon, Jang Hyeok, Kim Su-Ro Doare: drama, fent pad a ra: 2eur
An Istor:
Ur plac'h a vez o kas da benn e frenadennoù pa glev ur vaouez o c'houlenn sikour rak laeret eo bet he sac'h. Ar plac'h, hag a zo en gwirionez un archer, a red d'an daou lamm ruz evit herzel al laer. Ar pezh a vez graet ganti buan hag aes, degas a ra al laer d'an archerdi. Alas eviti n'eo ket ul laer he d'eus paket met un den a-vad ha glaske herzel al laer gwirion. Adal an darvoud-mañ e sav ul liamm kreñvoc'h kreñvañ etrezo.

Omp ali
Gant ar film Windstruck 'vez adkemeret ar memes doare duo en devoa degaset plijadur e-leiz d'an neb a welas My Sassy girl.Gwak Jae-Yong a vez o mestroniañ ur wech c'hoazh, ha 'vit hor brashañ plijadur he aktourez karetañ Jeon Ji-Hyeon . Ha daoust ha n'eo ket bet un taol kleze en dour?! Da va soñj nann, a bell!
Evit gellet kemer plijadur a 100% gant Windstruck, ret eo bezañ bet gwelet My Sassy Girl. Perak kement mañ? N'eo ket Windstruck un doare kendalc'h en a-raok da My Sassy Girl met....adkavet e vez ennañ un toullad mennozhioù degaset dija gant an hini gentañ. An doare bed a vez krouet gant an daou dudenn pennañ a vez tostik tost d'eus re My Sassy Girl. Ar memes doare liamm a ve kenetrezo. Ouzhpenn-se ar memes doare tudennoù eo: ar plac'h entanet, kalonek met bresk war ar memes tro (kalz beskoc'h amañ memestra). Hag ar paotr pout met prest da sikour an neb en d'eus ezhomm.
Penn-rener ar film a glask da zizoloiñ un tu a oa chomet dianav deomp d'eus ar plac'h diskrivet en My Sassy Girl. Un tu kalz breskoc'h 'vit ma oa diskouezet deomp.
Deoc'h da wel ha da ginnig o ali !

Lorelei

Kentañ gwell: 2005
Kaset da benn gant: Shinji Higuchi
Film d'eus bro Japan
Gant: Koji Yakusho, Satoshi Tsumabuki, Toshirô Yanagiba, Yu Kashii
Doare: drama, istorel
pad a ra: 2eur

An Istor
E-pad pell z'eus bet kaoz d'eus ul lestr-spluj ispisial. Ken prim e oa ma ne oa ket tu e kas d'ar strad met emañ a gase an holl bigi enebour dezhañ d'an don vor. Hervez ar vojenn ar vartoloded a gleve ur ganaouenn araok bezañ distrujet gant o bigi. Ar vartoloded o devoa lezanvet anezhañ lorelei sorserezh ar meurvor Habask...
Omp Ali:
Lorelei a zo ur film Japanaat tremen a ra an istor e-pad an eil brezel bed. Bro Japan a zo bet taget gant ar c'hentañ bombezenn dec'hanel (atomek). Hiroshima a zo bet reuzet penn-da-benn, araok ma vize reuzet Nagasaki e vez roet urzh d'un ofiser d'eus ar morlu brezel da herzel an eil bombezenn.Roet 'vez dezhañ ul lestr-spluj ispisial profet da vro Japan gant an trede Reich: an I-507. Kement-mañ n'eo ket istorel evel just. Ijinet eo bet penn-da-benn gant an aozour. N'eus nemet un dra a vez gwirion a 100%: Lorelei a zo ur vojenn gwirion met tremen a rae war ar ster Rhin.
Ar film Lorelei en d'eus graet berz e bro Japan. E memes doare 'vit samourai komando da skouer.
Plijus eo da welet, cheñch a ra d'eus an doare da welet al listri-spluj bet roet deomp abaoe bloavezhioù gant ar sinema Amerikan. Kement tra (pe dost) a vez gwelet a c'hellfe bezañ gwirvoud (bet z'eus bet d'eus listri-spluj seurt-se 3 anezho, an i405 da skouer). Tost e chom an aozour d'eus an dudennoù, heuliet e vezont evel soudarded leal d'o pro met ivez evel tud bac'het gant o lealded hag o enor a gas anezho d'ar marv.

Heaven's soldiers/soudarded an neñv

Kentañ gwell: 2005
Kaset da benn gant: Min Joo-ki
Film d'eus Korea ar su
Gant: Park Joong-hoon, Kim Seung-woo, Hwang Jeong-min
Doare: drama, istorel, fent
pad a ra: 2eur 15

An Istor:
An daou Korea a zo deuet a-benn da sevel ul labour a-stroll: ur vombezenn nukleel ha dreist-holl ur misil ha na vez ket tu merzhout gant radar ebet. Ar Stadoù-Unanet dirak an dañjer a c'hellfe sevel d'eus an arm nevez-se a goulenn e vize distrujet. Un ofiser d'eus Korea an norz Kang Min-Gil a nac'h ha sikouret gant ur strolladik soudarded a laer ar penn nukleel hag a dap ar skiantourez karget d'eus an enklask .
Tec'hout a ra ar strollad kuit war bigi met adtapet int gant soudarded Korea ar Su. Kregiñ a ra un eskemm tennoù met a-greiz holl ez eo tapet an holl dud en ur gorventenn ha setu int 400 bloaz en araok war an amzer vremañ ( e 1572 e kreiz an Amzer Chosun, pa vez taget rouantelezh Korea gant ar varbared).

Erruet en amzer gent setu ar soudarded a-vremañ e-kreiz un emgann etre Koreaned ha barbared bro Mongolia. Evekl just e kemeront perzh evit difenn tud bro Korea ha goude bezañ lazhadeget un toullad barbared ez int trec'h.

Goude an emgann ez eo laeret o armoù gant un den lous doare klasker-bara. Met n'eo ket forzh piv, anzavet eo da vezañ ar jeneral Lee Soo-shin an aroz Korean a zifennas ar vro d'eus an holl tagadennoù a-berzh an estrenien: Mongoled, Japaniz... Ha tu 'zo da soudarded an neñv cheñch istor o vro ha mont tre kudennoù an amzer a-vremañ?

Omp ali:
Ur meskaj ispisial a vez graet gant an aozour evit Heaven's soldiers/soudarded an neñv. Plijout a ra pe ne ra ket. Mareoù fent, mareoù feuls, pe tost diouzh an drama, kement a zo kemmesk en ur soubenn.
Plijus eo da wel rak un ukroni (kemm faos d'eus an istor: ma vije bet...) a zegas bepred mennozhioù dedennus evit kaout ur selll nevez a-fed an Istor. Ouzhpenn-se ar fent a vez kavet kazi pep lec'h er film a sikour mad an arvester da vont etrezek fin ar film.

Public Enemy

Kaset da benn gant: Kang Woo-Seok
Film d'eus bro Korea ar su
Gant:
Sol Kyung-Gu : Kang Chul-jung
Lee Sung-jae : Cho Kyu-hwan
Kang Shin-il :Komiser Eom
Kim Jeong-hak : Enklasker Kim
Do Yong-gu : Enklasker Nam
Doare: polis, fent, drama, a-dalc'h ouzh ar skour
pad a ra: 2eur 15

An Istor:
Kang Chul-jung a zo un archer d'eus Republik Korea. Laer a ra dramm ar werzerien-dramm, laer a ra arc'hant an dud er c'homiserdi ha skeiñ a ra kement den a zisplij dezhañ. Cho, un den pinvidik d'eus an aferioù , a seblant kaout ur vuhez dispar e-keñver lezenn. En gwirionez ez eo kablus d'eus un toullad muntroù gwadus. Etrezañ hag an archer Kang ez eo krog un emgann, 'benn ar fin ne chomo unan nemetken.

Omp Ali:
E-keñver istor, Public Enemy n'eo ket dreistordinal, pell alese. Un archer un tamm mat ispisial o redek a-dreñv an hini vil o vezañ war ar seblant un den ordinal.
Gwelloc'h e laret diouzhtu plijet omp bet gantañ memestra ha plijet bras. Met penaos ta pa weler n'eus netra a vefe dreistordinal gant an istor?

Simpl tre a setu nerzh ar sinema mod Azia da geñver hini Europa pe Amerika: nebeut a arc'hant, un istor simpl, aktourien gwirion o c'hoari o roll en un doare kredus.

Ar film a vez un enklask giz ma c'hellfer kavout en un heulienn war o skinwell e-pad an abardevez. Met an aktourien a vez sebezus en o roll.
Meskaj etre fent, film polis ha drama, sebezus ez eo da welet c'hoari Sol Kyung-Gu (Kang Chul-jung), an aroz. Tremen a ra d'eus un archer laer ha difoutre d'eus e endro, evit mont etrezek un archer gwirion met en ur zec'hel e zoareoù feuls hag enep-lezenn.

Ur poltred ez eo ivez ar film-se d'eus kevredigezh Korea ar su a-vremañ: feulster a-berz ar re yaouank strollet dre gangoù, feulster a-berz an dud gour kenetrezo. Feulster a-berz an archerien hag a vez dreist-niveret gant an dud enep-lezenn. Ha skeudenn ar paourentez hag an dilabour o nijal etrezek darn vrashañ Public Enemy.
Ar film a c'hell bezañ lakaet prim e kostez ar re da gaout dre ret da geñver danvez sinema Azia.
Da notenniñ z'eus bet un heuliad e 2005: Another Public Enemy.


