Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Setu an holl releases gant [Breiz Atao Fansub]
The Skull Man:
- [Breiz-atao Fansub] THE SKULL MAN -
Prologue of Darkness- 00
- [breiz-atao
fansub]The_skull_man_02.bzg
Freedom
- [Breiz Atao Fansub] Freedom_ OAV_01
bzg
Aotreet ( Aotreet/prenet ar gwirioù) :
--[Breiz Atao Fansub] Black Lagoon bzg
-[Breiz Atao Fansub] Black Cat
Setu unan nevez, a c'hellit holl lakaat de dremen tro dro deoc'h a-benn brudañ al lec'hienn mañ!
[Breiz Atao Fansub] Black_ Lagoon_01 bzg

Echu eo da is-titlañ kentañ tamm an heulienn Black Lagoon en Brezhoneg. Emaomp o lakaat anezhañ war ar rouedad. War megaupload e vezo, tu vo deoc'h pellkargañ anezhañ a-benn fenoz ma ne sav
kudenn ebet. D'ar gwashañ toud a-benn warc'hoaz goude merenn.
Breiz atao fansub

[Breiz Atao Fansub] Black_ Lagoon_01 bzg
Oi mina!
Setu 'vel rakwelet ar release nevez gant ar skipailh Breiz Atao Fansub Black Lagoon 01 , da bellgargañ [amañ
]
Roit o ali deomp war al labour.
Un taol fall
Un taol fall, n'eo ket drastus met....memestra!
Ret eo deomp paouez gant is-titlañ an heulienn Black Lagoon rak prenet eo bet ar gwirioù gant Declic Images.
Paouez a reomp neuze da is-titlañ an heulienn ha tennañ a reomp al liamm evit e pellkargañ.
Setu 'vit ar c'heloù.
Kendalc'h a reomp gant an heulienn Black Cat, ha klask a reomp un heulienn nevez da is-titlañ.
Ma vez ur mennozh gant unan bennak?!
Breiz Atao!
Heulienn nevez da is-titlañ
Kavet hon eus un heulienn nevez da is-titlañ e plas Black lagoon hag a zo bet aotreet gant Declic Images. An heulienn nevez a vezo Seto No Hayanome. Un heulienn a garantez, farsus war ar
memestro. Ur wech pellkarget ar Raw e krogo gant al labour is-titlañ.
Ur raksell d'eus an heulienn Seto No Hayatome
Feiz tudoù
Abaoe ur pennadig ne oa nevezinti ebet war al lec'hienn. Na rit ket biloù kement-mañ a vez kaoz d'ar vakañsoù ha d'al
labour. A-benn ar sizun-mañ e adkrogo ar skipailh breiz atao fansub da gregiñ 'barzh.
Vit hiziv z'eus bet lakaet poltriji nevez a vez tu deoc'h lakaat da foñs skramm.
Chom a ra neuze war ar stern eil tamm an heulienn Black Cat, trede tamm an heulienn The Skull Man, kentañ tamm an heulienn Seto No Hayanome.
Ouzhpennet e vezo ivez un nebeut A.M.V ha klipoù sonerezh japanaat da bellgargañ pe e streaming, hervez.
Setu,'vit klozañ ur skeudenn d'eus Ah! My Godess:
Demat tudoù!
Dale 'vo ganeomp evit an heuliennoù, dre ma z'an da vakansi!
Distro e vin 'ben 8 pe 9 devezh , neuze chañs vat 'vit a-benn gortoz tamm kentañ an heulienn Freedom!

Breiz Atao!
Freedom 01 BZG

Setu echu ganin-me gant sub freedom 01 en BZG !!!
Lakaet e vo ar buhanañ possubl war ar rouedad!
Breiz Atao!

Nihon Atao!
Demat,
Digarez, met dale a vo ganeomp evit Freddom 01 e brezhoneg ,
rak ur gudenn hon eus bet get hor urzhiater....
arabat kaout aon, benn 1sizun pe 2 e vo echu ^^
Breiz Atao Fansub

Na vezit ket chalet betek re gant an daleoù a zo bet kemeret gant ar skipailh war al labour a vez da gas da benn. Kalzig nevezintioù a vezo war ar memes tro pa teuio en-dro an
internet en un doare stabil ha padus ganeomp.
A-benn gortoz setu un A.M.V a vez tu deoc'h pellkargañ el lodenn A.M.V d'eus omp lec'hienn. Some Safe Shit gant East Side Production war an heulienn Tenjo Tenge Fight:
Freedom OAV 01

Setu a benn ar fin ur release nevez gant breiz atao fansub, Freedom OAV 01, da bellgargañ [Amañ]. Kendec'hel a ra an holl labourioù war ar stern, 'vit mare nedeleg vezo tu kavout
nevezintioù e leiz war al lec'hienn. Trugarez da Thrawn evit e labour.
breiz atao!
Ya! labour a vez war stern. Goude un toullad amzer hep bezañ bet aketus war kas al labour war raok a-fed an
heuliennoù...Adkregiñ a ran hiziv, tost echu vez ganin-me daou damm. Klask a rin labourat ar buanañ ar gwellañ evit echuiñ a lakaat anezho war ar rouedad a-benn an dibenn sizun o tont...!
breiz atao!
klask a rin echu da istitlañ anezhañ araok fin ar vakañsoù!
Displegadenn: An
istitlañ
Da gentañ holl evit istitlañ vel ma vez graet gant ar skipailh Breiz Atao Fansub, ret eo kaout un nebeut dafar a vez aes da gavout hag a vez digoust ouzhpenn-se.
-Vel meziant da bellgargañ an danvez Raw pe filmouigoù e vezo implijet Bitspirit
-Vel meziant d'an istilañ (d'an istitlañ nemetken) e implijomp Medusa.
-Vel meziant d'an enkodañ e implijomp Virtual Dub
-Un doser bihan evit gellout istitlañ hag enkodañ digudenn Virtual Dub Mod Evit kregiñ gant an istitlañ ur wech staliet ar meziantoù, ret e vo deoc'h kaout ar filmig o peus c'hoant da istitlañ.
Graet e vez Raw d'eus ar filmig rak ne vo kavet warnañ istitladur ebet, diwalit mat da gaout unan gant ur son 128KBPS pe ouzhpenn rak kollet e vez d'eus ar son orin dre ma vez adlabouret ar filmig. O kaout ur filmig gant ur son fall adal ar penn-kentañ, e vezo kavet unan gant ur son fall-put a-benn ar fin... Evit kavout tammoù heuliennoù Japanaat anezho e aliomp ac'hanoc'h da vont war L33 raws. N'eus ket ezhomm d'emskrivañ warnañ. Evit pellkargañ an danvez Raw e vezo implijet ar meziant Bitspirit, gellout a ra padout pell araok kaout ar filmig hervez ar ment a ya d'ober anezhañ hag an niver a dud o eskemm an dafar. Aliañ a reomp ac'hanoc'h da bellgargañ d'eus ar re neveshañ evit chom hep koll amzer war ar fed da gaout ar re raws ( Etre 13 ha 26 tamm dre heulienn, betek 400 mo dre tamm evit ar re brashañ...).
A] Da gentañ holl: Kaout ur Wav
Wav: Wave form audio format, o vezañ un doare enkodañ aes da lenn gant an holl meziantoù.
-Digorit ar filmig 'raw) gant virtualdub. Choazit Audio -> Full processing mode. Choazit Kemmañ pe "conversion" ha lakait war mono kement-mañ war an Audio evel just. Grit ok.
Ur wech echu gant kement-mañ ret eo enrolañ, kit war enrolañ ar Wav "Fichier" ha goude save Wav... Kemer a raio etre 30 ha 40 segondenn evit un tamm a 24 munutenn, ar Wav a vezo kavet lec'h m'o peus enrolet anezhañ.
Setu bremañ ganeoc'h ar Wav ha setu echu vit ar mare gant ar meziant Virtualdub, prest oc'h da gregiñ gant an istitlañ pe ar fansub.
B] Da eil : istitlañ gant Medusa
Digorit Medusa, ur wech graet, grit "timing" ha choazit "Timing from wav file". Grit "open" ha kargit ar Wav hag a zo bet enkodet gant Virtualdub. Un tres doare ur wagenn ( pe meur a re diouzh renk 'vit gwir) a vezo neuze tu gwelet war ur skramm d'eus ar meziant, setu karget ganeoc'h ar Wav pe ar son a vez tu klevout war ar filmig a fell deoc'h istitlañ. Tu 'zo deoc'h kemm anezhañ 'vit brashaat pe bihanaat anezhañ hervez o c'hoant (hag o re daoulagad...). Ur zoom aes da implij a vez tu kavout. Adal bremañ ez eo krog mare an istitlañ. Evit gellout mont gant ar son lec'h ma blij deoc'h, implijit ar re bountoun: "Play", "stop", "forward", "rewind",...Gwell e vezo deoc'h implij ar bountoun "Play Selected", hag a vez unan na lenn nemetken ar tamm Wav choazet ganeoc'h, resisoc'h ez eo.
Penaos neuze choaz an tamm Wav a blijfe deomp lenn hag an tamm-se nemetken?
Aes eo, gant klikañ gant bountoun kleiz o logodenn e vez choazet ganeoc'h pann kentañ an tamm a fell deoc'h lenn, gant an hini dehou ar fin.
Gant ar boaz e vezo aes kenañ deoc'h da lammañ a damm da damm. Setu choazet ganeoc'h an tamm a fell deoc'h istitlañ. Biken ne vezo choazet rik penn kentañ ar frazenn da istitlañ, rak biken ne vezo lakaet an istitladur araok ma vefe kroget gant an dudenn da gomz. Evel just ne vezo ket memes mod 'vit pa vez echu gant an dudenn da gomz, rak amañ e vezo choazet ar resishañ posubl. Ur wech echu ez eo bet choazet o tamm da istilañ, deoc'h da lakaat ar frazenn a zere.
Klaskit bepred da vezañ an tostañ d'eus pezh a lar an dudenn met, hep disoñjal ez eo ret choaz ur re geriooueg komprenus gant ar brashañ niver. Ur gudenn all a vez hirder o frazenn, na zisoñjit ket ez eo da lenn, neuze ez eo ret a-wechoù d'ober un troc'h evit bihanaat ar frazenn 'vit ma chomfe lennapl d'an neb a sell d'eus o labour. A-wechoù evit an notennoù displegañ lakaet ouzhpenn d'ar gaoz gant an dudennoù e vezo alas ret d'an neb a sell da lakaat ur poz war e skramm evit gellet lenn. Amañ ez eo d'an hini a sell da gompren ez eo evitañ ez eo bet ouzhpennet an notennoù, an hini a vez bet o istitlañ n'en d'eus ket ezhomm diouto.
Sur ez oc'h d'eus an taol, o frazenn a vez rik gant an amzer. Pouezit war "Grab Times", pe pouezit war bountoun "Enter" o touchennaoueg. Grit "Play Selected", evit bezañ sur n'o peus graet fazi ebet gant istitladur o frazenn. Darn an amzer ez eo ret deoc'h selaou meur a wech an tamm Wav evit bezañ sur ez eo rik, evit en ober vel laret a-us e vezo implijet ar vountoun "Play Selected". An diaeshañ a vezo da vezañ rik war fin ar frazenn, amañ e vezo implijet ar vountoun >] evit selaou un hanter segondenn araok fin an tamm o peus choazet da istitlañ war ar Wav. Ret e vo deoc'h en ober meur a wech evit pep linenn istitlet ganeoc'h a-benn kaout ul labour propik.
Evit klozañ
Medusa hervezomp a vez ar meziant aeshañ da implij, hag ouzhpenn-se an hini
resishañ a fed an istitlañ. Betek hen n'hon eus bet kudenn ebet gant ma z'eo bet implijet ganeomp, biken ne z'eo paouezet a greiz holl pa oamp o labourat gantañ. Al labour istitlañ na vez ket
aes, ret vo labourat kalzig araok dont a-benn da implij en un doare aes Medusa, pe ur meziant all doare Substation Alpha... Ur wech echu al labour e weler e talvez ar boan da implij seurt
binviji, rak forzh piv a c'hell istitlañ memes ma ne z'eo ket mailh anezhañ a-fed kompoder.
Ma sav ur gudenn gant unan bennak dre ma n'eo ket sklaer
a-walc'h an displegadenn pe ma fell deoc'h eskemm war danvez al lec'hienn pe c'hoazh war danvez sevenadur Azia kasit un e-bost da dishual@hotmail.fr pe da
thrawn5@hotmail.fr.


