Geisha

Publié le par Dishual

Geisha

Geisha, setu un dudenn mil anavezet gant an estrenien pa vez kaoz d'eus bro Japan, ken anavezet ma z'eo ar re samourai. Met 'vit gwir, piv a vez kuzhet dindan an anv Geisha?

a-geisha.jpg

Geisha a dalvez en un doare rik, un den paotr pe plac'h hag a vez mailh war an arzoù. An dudenn anavezet ar muiañ dindan an anv geisha a vez an Onna-Geisha: ur plac'h pe ur vaouez hag a vez e karg diduiñ paotred pe dre an dañs pe dre ar sonerezh pe c'hoazh dre ar c'han. Arabat krediñ ez int gisti 'vel ma ra darn an dud, mann ebet da wel!

Kefridi ur Geisha a vez degas fromoù pe karantez adal ur plac'h d'ur paotr met hep kaout darempredoù fizikel ebet. Da skouer pa vez ur friko, ho labour a vezo da servij ar sake, ha da ziduiñ an dud ouzh taol. Dindan al lignez Tokugawa (17vet kantved betek an 19vet kantved) e vezo krouet ar garg a labour Geisha. Perak krouiñ ur garg resis tre, gant lezennoù, evit ul labour ken anat deomp ni? Ar respont a vezo kavet en ur c'houzout e veze ken diaes, na pa vez c'hoazh, da gaout darempredoù etre an daou reizh hep soñjal d'an dimeziñ dre aozadur rik ar gevredigezh Japanaat ez eo deuet da vezañ un arz. Ul labour ez eo met aozet vel un doare oferenn, gant ar Geisha o vezañ ur beleg arbennikaet. Resis tre ez eo ar garg, ha sirius war ar memestro gant lid an te da skouer. An doare gwiskañ, an doare da fiñval pe da gomz, pep tra a zo aozet munut.

geisha.jpg

Hiziv an deiz ,alas, ez eo o vont da get arz ar geisha, 'vel un toullad d'eus doareoù hengounel ar vro. Ar re Geisha na vezont ket niverus tre, hag en o flas e vez goulennet muioc'h mui merc'hed doare animatourezed hanter noaz pa ne vez ket gisti.
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
B

The good thing about your information is that it is explicit enough for students to grasp. Thanks for your efforts in spreading academic knowledge.

logo design|design logo

Répondre