Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Setu un doser war an tresadenn-bev School Rumble.
Notennoù: dishual 5/5 Thrawn 4/5
An heulienn
tresadennoù-bev: 26 evit pep tamm (2 betek en)
doare skeudennoù: 4/3
doare: fentus, karantez
Studio: Studio Comet
lec'hienn ofisiel : http://www.school-rumble.net/ (e Japaneg)
war ar skinwell da gentañ: TV Tokyo
kentañ sell: Ar 5 a viz here 2005
School Rumble a zo un tresadenn-bev japanaat. Rannet e daou tamm: School rumble ha School rumble ni gakki. 26 tresadenn-bev a ya d'ober pep hini .
Kontañ a ra deomp istor Tsukamoto Tenma ul liseadez japanaat hag a vez e karantez gant ul lisead all Ouji Karasuma. Betek en netra gwall dedennus.
Tsukamoto ne oar ket 'vez ul lisead all hag a zo e karantez ganti: Kenji Harima. Netra ispisial a zedennfe ac'hanoc'h? Sellit eus an heulienn ha gwelet a rafec'h!
Adalek un istor ken simpl e zeu a-benn an aozour da grouiñ unan d'eus gwellañ tresadennoù-bev doare manga.
Pep tudenn a vezo kavet e-kerz an istor a zo un digarez da grouiñ eskemmoù farsus savet war an digompren. A-feur ma vez an istor o vont war raok e vez farusoc'h farsusañ, memes ma grog ar c'hentañ tamm gant un toullad digarezioùda c'hoarzhin, ar peurest a dalvez ar boan da vezañ gwelet.

Tenma Tsukamoto
ment: 1m54
reizh : plac'h
Tenma a vez ur plac'h ken karantezus gant ar re all 'vit ma z'eo glaouch. Ne anavez netra d'eus ar garantez met gant he holl nerzh e glask da zisleriañ he santimanchoù da Garasuma.Gant he spered tort e zeu a-benn diehan da sevel doareoù nevez da zedenn ar paotr met bewech e c'hwit.
Kenji Harima
ment: 1m80
reizh : paotr
Harima, Kenji a zo ul lañfre giz ma vez kavet un toullad en tresadennoù-bev doare bro Japan. E doare penn dudenn G.TO, a-dreñv ur paotr feuls ha fougaser ez eo ret gwelet en gwirionez un den karantezus evit an denelezh. Aon a vez d'eus outañ gant an holl dud er skol pe er straed. N'eus nemet Tenma a n'he deus ket aon rak outañ. E karantez evit houmañ, Harima a glask an holl doreoù d'he ziskleriañ e santimanchoù. Alas ne zeu biken a-benn, hag echu a ra bewech gant un taol kleze en dour.

Ouji Karasuma
ment: 1m75
reizh : paotr
Yen ha digomz, Ouji a gav gwelloc'h ur pladad kurry 'vit ur gamaladez. Tenma a glask dre he holl nerzh da zedenn anezhañ met emañ ne gompren netra. Diegi bras a vez d'eus outañ gant Harima.

Yakumo Tsukamoto
ment: 1m66
reizh : plac'h
C'hoar yaouank Tenma, Yakumo a vez gwelet e-giz un doare star er skol, kement gant ar baotred 'vit ar merc'hed. Kuzh ha tristidik, aon bras he d'eus rak ar baotred. Dont a ra a-benn da c'houzout pezh a soñj ar re all setu perak e chom ar pellañ ar gwellañ d'eus ar reizh eneb.

Eri Sawachika
ment: 1m65
reizh : plac'h
Eri a zo unan d'eus gwellañ kamaladezed Tenma. Moutig ha pinvidik, kalz paotred a vez o klask e verc'hetañ. Poan he d'eus da sevel ur wir eskemm gant an dud dre an doare ma z'eo bet desavet. E-penn kentañ an tresadenn-bev he d'eus diegi evit Harima met kemm a raio e zoare d'e welet gant ma dremeno an amzer.


