Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Setu krouet ur blog nevez en Brezhoneg penn-da-benn. An tem ar wech-mañ a vo da reiñ da anavezout an tresadennoù-bev Japanaat istitlet ganeomp en Brezhoneg. An heulienn gentañ a vo "Black cat" emichañs e vezo dedennet ar brashañ niver gant hol labour.
Hirig eo d'en ober, hanter a tamm gentañ a zo bet graet, 'vit ar sizun o tont e vezo lakaet emichañs ul liamm d'e bellgargañ digoust. An doare d'e bellgargañ a vo tost asur ul liamm megaupload, displeget e vezo dre un tuto penaos implij al liammoù megaupload.
par Dishual
publié dans :
degemer mad


