Senjô no Valkyria / Valkyria
Chronicles
Kentañ gwell: 2009
Kaset da benn gant : Studio A1 / SEGA
Doare : brezel, karantez
Tammoù : 13 ?
An Istor
Lec'hiadur an istor a vez Europa er bloavezhioù 30. Ur vro bihan Gallia a vez stanket etre daou aozadur etrevroadel
ramzel o vrezeliañ diehan: an Impalaeriezh d'eus reter Europa hag an aozadur Atlantel evit ar c'hornog. An daou a vez enebour da Gallia, rak ar vro se a vez an hini nemetañ o kaout ar "Ragnit", un
energiezh a c'hellfe reiñ ar maout d'an hini a vestroniñ anezhi .
Alicia Melchiott, a vez an aroz, ur grennard emezelet e-barzh strollad-emzifenn Bruhl, ur geriadenn war harzoù Gallia. Ar brezel a vez diskleriet etre he vro hag an impalaeriezh d'eus reter
Europa. Penaos e vezo tu dezhi difenn he vro, e geriadenn hag he vuhez e-kerzh ar brezel.
Hor ali: An dresadenn-vev Senjô no Valkyria /
Valkyria Chronicles a vez un adkemer d'eus ur c'hoari
ps3 kaset da benn gant Sega. An doare tresañ a vez ispisial evit un dresadenn-vev japanaat rak adkemeret d'eus tres ar c'hoari. An temoù a vez liesseurt: ar brezel, ar garantez, ar ouennelouriezh,
an natur,... Ar sonerezh hag an tres a vez dibar, kement-mañ evit an dudennoù. Betek-hen nebeut d'eus an tammoù a zo deuet 'maezh.
kinnigoù