Oi mina!
Pell 'zo n'eus bet nevezinti ebet war al lec'hienn...Da gentañ holl bloavezh mad!
Sizun 'mañ e vezo klasket ganeomp da ouzhpennañ nebeut boued spered. Da skouer pennadoù war tudennoù istorel bro japan, pe war gizioù (
hengounel pe get) ar vro. Adkregiñ a rimp ivez gant treiñ tresadennoù-bev, met 'vit ar poent e sav kudennoù amzer pe teknikel ganeomp... Kenderc'hel a reomp da glask tud mennet da sikour ar
skipailh evit kas a-benn al labour, talvoudus e seblant deomp kenderc'hel gant an oberenn kroget. Deuit-tre ganeomp 'barzh ar skipailh ha diskouezhit ez eo mennet Brezhonegerien ar vro da reiñ
danvez modern ha dedennus d'an nevez-vrezhonegerien pe get. Pep hini a c'hell degas nebeut d'eus e nerz evit kas ar vro war raok!
Digarezit ac'hanomp evit bezañ chomet 'pad ken pell hep reiñ keloù d'eus ar skipailh, met distro omp a-benn bremañ ha pad pell c'hoazh.
Breiz Atao!
kinnigoù