Crows Zero
Kentañ gwell: 2007
Kaset da benn gant: Takashi Miike
Film d'eus
bro Japan
Gant:
Shun Oguri
Kyôsuke Abe
Takayuki Yamada
Suzunosuke
Shunsuke Daitô
Goro Kishitani
Kenichi Endo
Meisa Kuroki
Doare: Feuls, karantez, manga
Ar film a zo bet savet Adal ur manga gant Horishi Takahashi hag
a zo brudet tre e bro Japan. Takashi Miike a ya da vezañ ar filmaozour. Hemañ a zo anavezet evit sevel filmoù feuls kenañ, taer ha skrijus war ar memestro. Ar wech ez eo bet savet ur film hag a
c'hell bezañ gwelet gant an holl hep feukañ.
An istor:
Genji Takaya a vez ul lisead nevez e lise Suzuran. Al lise-se a vez anavezet evit bezañ feuls. Ennañ ez eo un doare brezel a vez kaset gant pep hini evit bezañ mestr an holl re
all. Genji a soñj neuze e c'hellfe ivez bezañ ar mestr er skol. Evit gounez e vezo ret dezhañ stourm a-enep Tamao Serizawa hag a zo abaoe daou vloaz o vezañ tost da dizhout penn ar
skol.
Evit tizhout ar pal ne vez ket posubl en ober e-unan, ret eo sevel strolladoù niverus evit rishañ an holl re all. Dre forzh peseurt doare ez eo ret da Ganji, da sevel e lu: pe dre an nerzh, pe
dre sevel liammoù don gant al liseidi all.
Omp ali:
Abafet omp gant kement a mestroni a-berzh ar filmaozour Japanaat. An doare filmañ a gemm bep 5 munutenn hervez ar pezh a fell dezhañ degas evel santimant, hir pe prim, a-dost pe a-bell. Kregiñ ar
film adal muntr ar Yakuza ha tremen da ziskouez deomp al lise gwelet d'eus a-us ha distreiñ adarre war muntr ar Yakuza, evit keñveriañ feulster bed ar re maezh lezenn gant hini al lise, pebezh
taol-dreist! Da welet ar stourm etre Ganji hag ar re Yakuza e-penn kentañ ar film, filmet evit ma rofe ur sell 'vel ma veze an arvester o lenn ur manga.
Ar sonerezh ivez a vez o tegas e zammig lod evit reiñ un aergelc'h kemmus-tre. Tremen a ra d'eus ar rock d'an R&B evit distreiñ d'ar rock adarre. Ar sonerezh e-kerzh ar film Crows Zero a vez
aze evit degas ul lusk disheñvel d'ar skeudennoù a vez tu gwelet, n'eo ket aze evit mont gant ar skeudennoù nemetken. Tu vez laret evit tammoù d'eus ar film ez eo ar sonerezh o stourm a-enep
ar pezh a ziskouz ar skeudennoù hag a-enep ar pezh a vize tu soñjal gant ar c'hentañ gwell.
Ar feulster hag a vez 'barzh ar film na vez ket feukus, aergelc'h al lise hag ar ger na vez ket unan peace and love: ur strollad Bosozoku (tud yaouank feuls war motoioù, 'vel 'barzh G.T.O peNicky
Larson), ar re Yakuza, ar re yaouank o vezañ urzhiet dre strolladoù o stourm an eil a-enep eben...
Ur film mestroniet penn-da-benn gant ar filmaozour hag a-zalc'h ouzh ar skourr betek ar fin.
Da welet ha da adwelet digudenn. Un taol brav a-berzh Takashi Miike.
Evit ar re dedennet da selaou ar sonerezh, lakaet hon eus anezhi war ar bajenn OST [amañ]
kinnigoù