Yo!
Nebeut kemmadennoù d'ar blog, kregiñ a reomp da naetaat anezhañ ha da ouzhpennañ traouigoù amañ hag ahon.
Da notenniñ e ouzhpennomp lod ost nevez, tennet eus filmoù Azia pe d'eus dramaoù, 'pezh a vanke betek hen war ar blog.
Kendec'hel a reomp da skrivañ pennadoù war danvez Azia dre vras, un toulladig a vezo lakaet en-linenn a-benn nebeut. Bremañ ez eo echu mare an arnodennoù e vezo distro al labour war an heuliennoù
hag a oa bet laosket a-gostez e-pad ur mare hir a-walc'h memestra.
Ma vank un dra bennak deoc'h war ar blog hag e vizer plijet d'e gavout, goulennit un ouzhpennadenn dre un e-bost hag e vezo graet ar
buanañ ar gwellañ.
Vel boaz gervel a reomp evit kaout sikour a-benn gwellaat danvez ar blog, kasit un e-bost ma z'oc'h dedennet pe kit war ar forom.
Breiz atao!
Setu an ost gentañ o vezañ tennet d'eus ur film, hini Crows Zero. Plijus kenañ da selaou, doare sonerezh rock Japanaat a ya d'ober anezhañ.
Setu ma fell deoc'h e bellgargañ klikit war ar skeudenn. Ma fell deoc'h kavout danvez sonerezh d'eus Azia digoust kit da wel ar bajenn ost [amañ] ha ma fell deoc'h kavout ar sonerezh gant skeudennoù tennet d'eus an heuliennoù tresadennoù-bev anezho, kit [amañ].
kinnigoù