Claymore

Publié le par Dishual

Claymore




Claymore a zo un tresadenn-vev Japanaat, 26 tamm a ya d'ober anezhañ. Krouet ez eo bet gant Norihiro Yagi, bet skignet ar wech gentañ war ar skinwell gant ar chadenn NTV e 2007.
Diwir ez eo c'hoazh e bro c'hall, an tu 'zo da gavout ar re mangaoù claymore da brenañ.
 

Titl: Claymore

bloavezh: Kentañ gwell 03/04/2007

Studio(où) : [Mad house]

Doare: avanturioù, feuls, Grenn-amzer

Aozour: Norihiro Yagi

Tammoù: 26 tamm.

Sonerezh: -Opening : "Raison d'être" gant Nightmare
                -Ending : "Danzai no Hana~Guilty Sky" gant  Riyu Kosaka

Lec'hienn(où) internet evit mont pelloc'h:
-Lec'hienn ofisiel:
http://mj.shueisha.co.jp/claymore/
- Sujed d'eus ur forom war Claymore manga ha tresadenn-vev http://www.hyjoo.com/sujet-30172.html
- lec'hienn gall war Claymore: www.claymore.fr
-Ul lec'hienn gall all: http://claymorefr.free.fr/ ( lec'hienn wellañ war Claymore en galleg gant kalzig traou da bellgargañ)
-ul lec'hienn gall adarre:
http://www.claymore-web.info/news.html
-Lec'hienn ziwezhañ: http://claymore.redby.fr/histoire/

 


An istor
:

Bed Claymore a vez lec'hiet e-pad mare ar grenn-amzer. Mab-den a vez taget gant un doare euzhvil debrer-tud a c'hell kemer tres un den evit tostaat anezhañ. Ar re Claymore a vez merc'hed hanter den, hanter euzhvil, ar re nemetañ a c'hell gwelet ha tagañ an euzhviled. Ar re Claymore a vez lezanvet doare-mañ gant an dud rak emgannañ a reont gant klezeioù ramzel. An istor a grog gant ur geriadenn lec'h ma z'eus bet tagdennoùe-leiz a berzh un euzhvil. Galvet ez eus bet gant rener ar geriadenn ur c'hlaymore anvet Claire evit kavout ha lazhañ an euzhvil. Evit ar c'hlaymore Claire, ar stourm a-enep ar re Yoma (lezanv an euzhviled)
na vez nemet o kregiñ

Omp ali:

Kentañ tra a vez ret da lar araok kregiñ gant ur pismigañ donoc'h d'an heulienn, Claymore a zo feuls a-walc'h. Ne vez ket da vezañ gwelet gant an dud gizidik d'ar gwad na gant ar re yaouankañ. E keñver feulster ez eo un tamm mat e doare Shin okuto no Ken pe Berserk 'vit ar re a anavez an heuliennoù/mangaoù-se.




Krogomp ganti bremañ. Giz laret uheloc'h, Claymore a vez un heulienn o kemer plas e-pad ar grenn-amzer doare Europa ( ha ket doare Azia na dreist-holl Bro Japan) 'pezh a vez ral-tre evit un heulienn pe ur manga. An istor na vez ket dreistaordinal anat adal ar penn-kentañ. Heuliañ a reomp Claire ur c'hlaymore e-kerzh ur brezel etre ar re c'hlaymore hag ar re Yoma. He gefridi a vez da lazhañ an euzhviled Yoma ha da sikour an dud.  A-feur ma dremen an heulienn e vez he o kreñvaat, stourm a ra neuze a-enep ar re Yoma galloudushañ.
Ma z'eo an istor, unan simpl, petra chom evit gwellat skeudenn an heulienn? Da gentañ holl ar skeudennoù, an heulienn a vez kavet ennañ ur meskaj brav esplann a dresadennoù 3-ment (dre urzhiataer) ha tresadennoù gant an dorn. Labour ar studio Mad House a zo dibarr, pep munut a zo bet labouret aketus 'pezh a zegas deomp ur sell fresk ha modern e bed an tresadennoù-bev Japanaat. Eil tra lusk an emgannioù hag a vez mestroniet barrek gant skipailh Mad House, al lusk a vez prim met hep bezañ skuizhus dre bezañ re brim. Pa vez heuliennoù o kaout o emgannioù kaset deomp bliv gant ur soubenn ha skeudennoù, Claymore a chom prim met gant mestroni war al lusk.
Ma z'eo an istor unan simpl, an dudennoù gant o istorioù-kuzh degaset gant ma vez an heulienn o vont war raok a vez plijus da zizoloiñ. An dudennoù hag o tres a zegas ur sell kredus war bed an heulienn, kredus a plijus war ar memes tro.
Ouzhpenn da-se ur poent (dreistordinal e bed an tresadennoù-bev Japaniz?) ampart, ar merc'hed Claymore anezho en heulienn na vezont ket merc'hed diskiant amañ nemetken evit diduiñ daoulagad ar baotred, ar gadourien a zo bet treset evel merc'hed rak merc'hed int da gentañ holl met chom a reont da gentañ holl kadourien ampart war o gefridi. Neuze, na vezo ket kavet en heulienn Claymore: merc'hed gant re divronn ramzel, merc'hed hanter noaz, merc'hed bresk o galon o klask ur paotr kreñv evit o gwarezi, na merc'hed diskiant pa vefe ar baotred o vezañ speredekoc'h a-bell. En un tu an heulienn Claymore a zegas ur skeudenn a ya a-enep kren gant ar sell roet (dre vras memestra) gant an tresadennoù-bev Japanaat war ar merc'hed. Un doare ez eo da stourm a-enep ar "jahinerezh" graet d'ar merc'hed e Bro Japan hag er sevenadur Aziat dre vras. Teresa, Clayre...o vont a-enep da lezennoù ar re c'hlaymore a vez arouezius d'eus ar stourm a vez kaset da benn gant merc'hed Azia evit bezañ gwelet evel kevatal d'ar baotred.




An heulienn Claymore a zo bet unan ma ne z'eo ket memes an hini wellañ d'eus ar bloavezh 2007. Tresadennoù graet gant ampartiz, tudennoù dedennus hag un istor simpl met lusket mat memestra. Ar gudenn nemetañ a savo gant an dud dedennet gant an heulienn-mañ a vezo ul lusk hirig rak sioul gant ar pevar tamm kentañ, met d'o heul an tammoù a vez lusket kalz gwelloc'h. Komprenus ez eo e vezo kavet kudenouigoù a lusk gant an heulienn rak kaset ez eo bet da benn pa ne z'eo ket bet echuet c'hoazh an istor gant aozour ar manga. Ar feulster a c'hell bezañ ur gudenn all o vont a-enep d'an heulienn. Ret eo laretsklaer memestra, memes ma vez feuls an heulienn Claymore, ne z'eo ket ar gwad hag an emgannioù nemet amañ evit diduiñ. Ar feulster a vezun tamm mat d'eus 'pezh a ya d'ober bed Claymore, ur bed du ha kriz lec'h ma ne vez ket anat d'eus piv a vez an hini "mat" na piv a vez an hini "fall" un tammig evel
Blue Gender.


Publié dans heuliennoù

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
S
Claymore, une super série qui vaux vraiment le coup d'oeil! Peut etre une deuxième saison à attendre?
Répondre