Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Un taol fall
Un taol fall, n'eo ket drastus met....memestra!
Ret eo deomp paouez gant is-titlañ an heulienn Black Lagoon rak prenet eo bet ar gwirioù gant Declic Images.
Paouez a reomp neuze da is-titlañ an heulienn ha tennañ a reomp al liamm evit e pellkargañ.
Setu 'vit ar c'heloù.
Kendalc'h a reomp gant an heulienn Black Cat, ha klask a reomp un heulienn nevez da is-titlañ.
Ma vez ur mennozh gant unan bennak?!
Breiz Atao!


