Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
[Breiz Atao Fansub] Black_ Lagoon_01 bzg
Oi mina!
Setu 'vel rakwelet ar release nevez gant ar skipailh Breiz Atao Fansub Black Lagoon 01 , da bellgargañ [amañ
]
Roit o ali deomp war al labour.
Commentaires
Trugarez dit Totoro!
Bennozh evit da gerig, kenderc'hel a reomp na rez ket biloù.
Breiz Atao!
Domach eo ne viche ket muioc'h ha dud o lakaat komentariou warnañ!
kendalc'hit memestra!
Mersi bras, ganit e krog mat memestra!
Gant ma kendalc'ho 'velse!
D'eus war ar forom evit tabutal pe kaout ur frapad kaoz!
Trackbacks
Aucun trackback pour cet article



Mall 'zo warnon gwelet peurrest eus black lagoon !
Plijus kenañ eo.
Un rebechig memestra : chomit hep lakaat istitloù e pep lec'h ur wech en nec'h, hag en traoñ da heul).. dilennus ha skuizhus eo evit heuliañ ar film.
Diwallit tudoù, reolennoù a zo evit an istitlañ. Ar reolennoù-mañ a rank bezañ heuliet evit brasañ plijadur ar sellerien. ;)
Chom a ran a-sav gant ar rebechoù evit lâr deoc'h bravo memestra evit ho labour... Kendalc'hit dreist-holl !
Klasket e vo seveniñ an tammoù da zont hervez da ali.
Ur forom a zo digor, ar c'hoant a zo savet ennomp da c'houzout muioc'h war da soñj.
D'eus tre evit kenderc'hel ar preg 'mañ: http://breiz-atao.actifforum.com/index.htm.
Gortozet out gant mall!
Breiz Atao!