Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Windstruck
Kentañ gwell: 2004 Kaset da benn gant: Gwak Jae-Yong Film d'eus Korea ar Zu Gant: Jeon Ji-Hyeon, Jang Hyeok, Kim Su-Ro Doare: drama, fent pad a ra: 2eur
An Istor:
Ur plac'h a vez o kas da benn e frenadennoù pa glev ur vaouez o c'houlenn sikour rak laeret eo bet he sac'h. Ar plac'h, hag a zo en gwirionez un archer, a red d'an daou lamm ruz evit herzel al laer. Ar pezh a vez graet ganti buan hag aes, degas a ra al laer d'an archerdi. Alas eviti n'eo ket ul laer he d'eus paket met un den a-vad ha glaske herzel al laer gwirion. Adal an darvoud-mañ e sav ul liamm kreñvoc'h kreñvañ etrezo.

Omp ali
Gant ar film Windstruck 'vez adkemeret ar memes doare duo en devoa degaset plijadur e-leiz d'an neb a welas My Sassy girl.Gwak Jae-Yong a vez o mestroniañ ur wech c'hoazh, ha 'vit hor brashañ plijadur he aktourez karetañ Jeon Ji-Hyeon . Ha daoust ha n'eo ket bet un taol kleze en dour?! Da va soñj nann, a bell!
Evit gellet kemer plijadur a 100% gant Windstruck, ret eo bezañ bet gwelet My Sassy Girl. Perak kement mañ? N'eo ket Windstruck un doare kendalc'h en a-raok da My Sassy Girl met....adkavet e vez ennañ un toullad mennozhioù degaset dija gant an hini gentañ. An doare bed a vez krouet gant an daou dudenn pennañ a vez tostik tost d'eus re My Sassy Girl. Ar memes doare liamm a ve kenetrezo. Ouzhpenn-se ar memes doare tudennoù eo: ar plac'h entanet, kalonek met bresk war ar memes tro (kalz beskoc'h amañ memestra). Hag ar paotr pout met prest da sikour an neb en d'eus ezhomm.
Penn-rener ar film a glask da zizoloiñ un tu a oa chomet dianav deomp d'eus ar plac'h diskrivet en My Sassy Girl. Un tu kalz breskoc'h 'vit ma oa diskouezet deomp.
Deoc'h da wel ha da ginnig o ali !

Naruto Shippunden/Next Gen
Setu kroget mad gant heuliadenn Naruto, dibar eo!
Evit an dud dedennet gant kement-mañ, kinnig a reomp dezhe da bellgargañ an tammoù gant ar skipailh gall Dattebayo hag a ginnig ul labour prim ha kempenn.
Studio Comet
Ar Studio Comet A vez ur skipailh Japanaat e karg gant ar broduerezh tresadennoù-bev doare manga e bro Japan. Krouet eo bet e 1986.
Da gentañ ne oa ket kalz labourioù kaset da-benn ganto. Ret eo bet gortoz ar bloavezhioù 90 evit gwelet ur c'hresk birvidik. Abaoe 2004 ez eo splann ez eo ar STUDIO COMET unan d'eus ar re pouezhusañ a-fed danvez tresadennoù-bev bro Japan ( 9 heulienn etre 2004-2005!). Dre vras ar studio a chom hep sevel e unan penn an heulienn a-bez.
Ar studio Comet en d'eus produet an tresadennoù-bev se (klikit [Amañ] evit gwelet ul listenn a-bez d'eus o labour):
- Saint October (TV, 2007)
- Eyeshield 21 (TV, 2005)
- Onegai my melody (TV, 2005)
- Peach girl (TV, 2005)
- Suzuka (TV; 2005)
- School rumble (TV) ( 2004-2005)
- Mai-HiME (TV) ( 2004-2005)
- The marshmallow times (TV, 2004-2005)
- Shura no toki (TV, 2004)
- Burn-up scramble (TV, 2004)
- Steel angel Kurumi (TV, 1999-2000)
- Mizuiro jidai (TV, 1996-1997)
- Captain Tsubasa J (TV, 1994-1995)
- Black Jack (OAV, 1993)
- Maruboshi Mabo-chan (TV, 1992)
- Dragon warrior (TV, 1989-1991)
- Tsuideni tonchinkan (TV, 1987-1988)
- Highschool! kimengumi (TV, 1985-1987)
- Astro boy: shinsen-gumi (Film)
Setu o lec'hienn : STUDIO COMET
Studio Sunrise
Krouet e 1972, Sunrise Inc. a zo un embregerezh Japanaat o labourat war danvez an tresadennoù-bev doare manga. Abaoe 1994 ez eo un tamm d'eus an embregerezh Bandai, ar brashañ embregerezh o produiñ c'hoarioù d'eus bro Japan. Da gentañ holl oa anvet ar studio Nippon Sunrise, hag araok c'hoazh oa graet Sunrise Studios d'eus outi.
Produet o d'eus (vit kaout ul listenn a-bez d'eus o labour, klikit [Amañ]:
- Er bloavezhioù 1970:
- Brave Raideen (勇者ライディーン; Yuusha Raidiin) (produet gant sikour Tohoku Shinsha)
- Cyborg 009 (produet gant sikour Toei Animation)
- Mobile Suit Gundam (機動戦士ガンダム; Kidō Senshi Gandamu)
- The Ultraman (co-production avec Tsuburaya Productions)
- Er bloavezhioù 1980:
- Blue Comet SPT Layzner
- Dirty Pair
- Yoroiden Samurai Troopers (鎧伝サムライトールパー) (Ronin Warriors)
- Er bloavezhioù 1990:
- (The)Big O
- Brain Powerd (pe "Brain Powered")
- City Hunter (pe Nicky Larson)
- Cowboy Bebop (Co-production avec Tokyo Movie Shinsha)
- Crest of the Stars (星界の紋章; Seikai no Monshō)
- Future GPX Cyber Formula (新世紀GPXサイバーフォーミュラ; Shin Seiki GPX Saibaa Fohmyura)
- Gasaraki
- Infinite Ryvius (無限のリヴァイアス; Mugen no Ryvius)
- Outlaw Star
- The Vision of Escaflowne (天空のエスカフローネ; Tenkuu no Esukaforohne)
Er bloavezhioù 2000:
- Argentosoma (pe "Argento Soma, and "Argent Soma")
- Bakumatsu kikansetsu irohanihoheto
- Code Geass hangyaku no Lelouch
- InuYasha (犬夜叉)
- Mai-HiME (舞-HiME)
- Mai-Otome (舞-乙HiME)
- Overman King Gainer
- Planetes
- Scryed
- Witch Hunter Robin
- Yakitate!! Japan (焼きたて!! ジャぱん)
Lec'hienn ar STUDIO SUNRISE



