Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Jeudi 4 octobre 2007
Kentelioù Japaneg a berzh Thrawn!
JAP-O0004-0006-02.jpg
Demat, lorc'h a zo ganeomp da ginnig deoc'h kentellioù Japaneg, gant ar Brezhoneg!

Arabat gortozh ouzhomp kentlioù "gwirion" , amañ e vo tu deoc'h deskiñ evel n'eus c'hoant!
japanflag.jpg
Me (Thrawn) eo an hini a ginnigo deoc'h kentellioù Japaneg!

Ya, deskiñ ' ran yezh Bro Japan , kement an dre gomz eget an dre skrid!

Klasket e vo ganeomp bizhskrivañ kentelioù ar muiañ posubl,
hag bevech ar memes devezh(muioc'h ar Sadorn)

Neuze , Ganbateru ! (chañs vat) ganeoc'h!
Very Happy







Arabat kaout aon !
N'eo ket ken diaes a-se !
setu amañ al lerc'h ma vo tu deoc'h deskiñ  ganeomp [KLIKIT AMAN]

medium-Kamikaze-japonais.jpg

A hend all , e miche c'hoant lavar deoc'h n'eo ket muiñ deoc'h bezañ Kamikazed a-benn deskiñ Japaneg!
Test hon ez eo ur Yezh diaes da zeskiñ, met kement eget ar Saozneg pe an Allamaneg



Samedi 6 octobre 2007

Ne oant ket ofiserien enoret betek re, ne oant ket Shogun kenebeut. Ar re Samourai a zo bet kadourien enoret evit bezañ kalonek, leal hag a-wechoù dre o zonkadur skrijus. Tres an arozed engounel Japanaat a vez warno gant perzhioù mat nemetken hag a vez roet vel skouer da dizout gant an holl.

An diforc'h bras a vez etrezo hag an Arozed d'eus ar c'hornôg a vez war penaos e echu o buhez. Ar gadourien Samourai o d'eus echuet o buhez evit an darn vrashañ anezho war un emgann kollet pe un ampoent reuzus. Met dirak kement-mañ o zoare kalonek da vont e-tal o zonkadur a vez bamus evit ar bobl Japanaat. Mojenn ar re Samourai a vez dedennusoc'h dezho 'vit istor an ofisourien trec'h d'o holl enebourien.

Arabat chom sac'het gant ur skeudenn a gadourien nemetken pa vez kaoz d'eus ar re Samourai. Pa vez mare ar peoc'h, chom a reont stag d'eus un doare bevañ o vont etrezek ar peurvad, hep klask mont war hent ur vuhez hiniennel e koust an dud all. Setu penaos ez int deuet da vezañ skeudenn arouezius bro Japan o klask bezañ ar bobl gwellañ e touez ar re all.

An holl re a vezo diskrivet war lec'h a vez bamet hiziv an deiz c'hoazh gant pobl bro Japan. O anavezout a sikouro da gompren gwelloc'h ('vit un nebeut) tro-spered ar Japaniz.

 

 

MINAMOTO NO YOSHITUNE ( 1159-1189 ):
Tonkad ar jeneral yaouank-se hini al lu Minamoto a zo bet skrijus tre. Ganet e 1159, ar paotr yaounk-se a vez hanter-breur Minamoto no Yoritomo hag a zeuio da vezañ kentañ Shogun istor Japan. Da gentañ holl ez eo desavet gant menec'h-soudarded ( ar re Yamabushis ) dindan an anv Ushikawa. Merzet ez eo diouzhtu evit bezañ ur c'hadour a zoare.

Goude-se ez eo anvet da servij e hanter-breur vel jeneral al lu Minamoto. Dont a ra brav gantañ trec'h ez eo meur a wech war Klan ar re Taïra. An taolioù bravañ a zeuio gantañ a vvo pad emgannioù Ichi no Tani ( 1185 ) ha dreist-holl hini Dan no Ura ( 1185 ).

Sked ar jeneral yaouank a vez war an holl soudarded, 'pezh a chal e hanter-vreur Yoritomo. Hemañ ur wech Shogun, a wel barzh ar jeneral ur riskl d'e skad dezhañ e-unan hag a choaz d'e vuntrañ dre neb doare. Argaset gant soudarded ar Shogun ha trubardet gant e holl gamaladed rediet ez eo ar jeneral yaouank d'ar Seppuku en ur vezañ sikouret gant e genvreur ar manac'h Benkei.

Tonkadur skrijus Minamoto No Yoshitune a zo deut buan tre da vezañ mil anavezet e bro Japan. Savet z'eus bet kontadennoù, pezhioù-c'hoari, istorioù, adal e buhez.

 

 

Miyamoto Musashi

 

AR 47 RONINED ( 1701-1703 ) :
Anavezet dindan an Akô Gishi, an istor gwirion-se a vez unan d'eus ar re brudetaén d'eus bro Japan.E 1701, an Aotrou Asano Takumi no Kami a vez kunujenet gant penn-bras lidoù ar Shogun, Kira Kosukeno-Suke. Gloaz a ra anezhañ gant un taol sabrenn 'pezh a lak anezhañ maezh lezenn da geñver ar fed ez eo difennet groñs da implij armoù 'barzh palez ar Shogu. Kondaonet ez eo raktal d'ober Seppuku.

E servijourien a nac'h d'ober ar Junshi hengounel ( heuliañ ar mestr war hent ar marv ). Dont a reont da vezañ neuze Ronined ( ar re samourai hep mestr ). Kunujenet pe goapaet e vezont 'vel tud digalonek, trubarded d'o vestr. A-benn ar fin ez int disoñjet penn-da-benn.

Daou vloaz warlec'h e tagont ti penn-bras lidoù ar Shogun, Kira Kosukeno-Suke, ha dont a reont a-benn d'e lazhañ. Ar 47 Ronined, memes ma z'eo bamet an holl betek ar Shogun evit o lealded d'o vestr a vez kondaonet d'ober Seppuku. En doare-se e vez heuliet ganto o vestr war hent ar marv. An tamm brudet-se d'eus istor bro Japan a zo bet aouenn evit filmoù, pezhioù-c'hoari, romantoù,...

 

fortysevenronin.jpg

 

 

SAIGO TAKAMORI ( 1827-1877 ) :
Un den kalonek, leal ha kreñv, Saigo Takamori a vez lakaet boaz evit bezañ bet ar Samourai diwezhañ
(gant Jules Brunet e vez aouenn ar film Amerikan). Bevet en d'eus fin ar renkad a re Samourai ha klasket en d'eus gant e holl nerz d'e zifenn.

Ganet eo e 1827 e Satsuma, desavet ez eo 'vel soudard. Mont a raio war lec'h da servij e Aotrou e Edo e 1854. Pad e 23 bloavezh Samourai e vezo stourmet gantañ a-enep renad ar Shogun Tokugawa a oa e plas, harp a ra an impalaer. Rediet e vezo buan da dec'hout e Satsuma rak bet eo bet betek re un enebour d'ar Shogun a dreist-holl d'e vinistr , Li Naosuke. Kregiñ a ra neuze Saigo Takamori da emsevel a-enep mab e Aotrou marvet, adal enezenn Tokunoshima e 1860.

Eizh bloaz war lec'h e vezo mil anavezet pa gendalc'ho da reiñ harp d'an Impalaer, ha dreist holl pa vezo trec'het lu ar Shogun gantañ e Toba ha goude-se e Fushimi. Dont a ra neuze da vezañ penn rener lu an Impalaer. Ur wech e vez rediet da dec'hout war enezenn Satsuma goude bezañ bet savet kudennoù dezhañ gant lez an Impalaer. Eno e vezo kemeret perzh gantañ en e stourm diwezhañ e 1877: ar stourm a-enep fin ar renad Samourai. Goude mizioù a stourm drastus met kalonek e vez trec'het, kement-mañ a lak anezhañ d'ober seppuku. An impalaer Meji a lako anezhañ 'vel tudenn a vad evit bro Japan e 1891.

 

saigo-takamori.jpg

 

 

TOMOE GOZEN :
An dudenn mañ a zo dibarr a-fed kadourien (Bushi) 'barzh istor ha sevenadur bro Japan rak ne vez ket ur paotr anezhañ met ur plac'h. Dimezet gant Minamoto no Yoshinaka, ne chome ket Tomoe er ger da c'hortoz e gwaz. Pell alese,heuliañ a rae e gwaz war an tachennoù emgann met kemer a rae perzh ivez. Gant un Naginata ( Doare "falc'h" Japanaat) e vez hi war tachenn an emgann. O kaout nerzh yac'h ha kalon e vez anzavet gant an holl gadourien ( Bushi) kamaladed pe enebourien.

E gwaz, Minamoto no Yoshinaka, breur Yoritomo ha Yoshitune a oa ur jeneral lemm. Dre ma oa lemm betek re hervez e vreudeur e vezo muntret ganto. Tomoe Gozen a baouez goude-se gant emgannañ hag a ya da leanez Bouddhist. Krog e oa ar vojenn da emledañ ha lakaet e vezo e buhez da bezhioù-c'hoari . Tomoe Gozen a vez adkaet aliese kerz gouel Jidaï Matsuri e Kyôto d'an 22 a viz here.

 

tomoe-gozen.jpg

 

 

TAIRA NO MASAKADO ( ?-940 ) :
Bet eo bet anavezet, Taïra no Masakado pad pemp bloaz. Da zigentañ e oa eñ diskennad da Taira no Kiyomori. Da heuil e oa krog e vojenn pa vuntras e niz, Kunika, e 935 evit gounez e zamm douar. Ur wech graet an taol setu Taura no Masakado o vezañ mestr war kompezenn Kantô ( Tokyo a hiziv ).

Buan a walc'h e ziskler ez eo an douaroù se dieub d'eus galloud Kyôto, ha setu eñ o vont da emziskleriañ Impalaer e 940. Dirak kement-mañ ar galloud Impalaeriel a gas ul lu evit flastrañ ar buanañ ar gwellañ an emsavadeg. Ur soudard (Bushi), Taira no Sadamori, o vezañ servijer an Aotrou Fujiwara no Hidesato, a vuntr Taira no Masakado.

Mojenn ar gadour Taira No Masakado a vez Daou elfenn dezhie unan. Da gentañ ez eo ar wech kentañ ma vez kaoz d'eus un emsavadeg a berz ar Bushi a-enep an noblañs a vez en arvar. Bez eo ivez arouezius d'eus ul luskad a-enep galloud kreizennet an Impalaer e Kyôto. Gant ar sell-se ez eo istor Taïra no Masakado un doare rakwell d'eus an dazont a-fed istor bro Japan.

 

TAIRA-NO-MASAKADO.jpg

BYAKKO-TAI ( Septembre 1868 ) :
N'eo ket d'eus istorioù anavezetañ bro Japan met talvezout a ra memestra d'e gontañ. Brezel Boshin, a vezo etre harperien ar Sogun a-enep harperien an Impalaer. Setu amañ unan d'eus istorioù diwezhañ ar re Samourai araok ma vijent dic'hastet. Ma z'eo anavezet an istor gwirion-se ez eo rak ar vugale penntudennoù anezhi a zo chomet leal d'ar Shogun betek ar fin. 'Pezh a ro a berzh pobl bro japan ur bam ispisial dezho.

E 1868, e fin brezel ar Boshin, an holl proviñsioù Japanaat a oa bet kollet gant ar Shogun e tal al lu Impalaeriel ( Kangun). Ar soudarded diwezhañ o vezañ leal d'ar Shogun a oa aet e kastell Aizu-Wakamatsu. Eno e voe krouet 4 strollad soudarded : Leon Gwenn ( Byakko-Tai ), Aerouant Gwer ( Seiryu-Tai ), Golvan Ruz ( Suzaku-Tai) ha Baot Du ( Gembu-Tai), an anvioù a vez aouenet gant 4 avel an astrologiezh Chinaat.

Strollad al Leon Gwenn ( Byakko-Tai ) a oa bet krouet adal tri strollad bihanoc'h, mibien soudarded oadet etre 15 ha 17 vloaz o vont d'ober anezho. Ar re-se a oa bet roet dezho un desavadur soudardel Gall, 'vel lu a bez ar Shogun. Aet da guzhañ war menez Iimori, Krediñ a refont gweled moged o sevel adal kastell Aizu, 'pezh a dalveze e oa bet kemeret. An 20 soudard yaouank diwezhañ a choazas d'ober Seppuku e plas bezañ prizoniet gant o enebourien. Al lealded o devoa bet d'ar Shogun betek ar fin a chomas sanket don e spered ar vro Impalaeriel nevez.

ezu-byakkotai.jpg

Vendredi 26 octobre 2007

Demat tudoù!

Dale 'vo ganeomp evit an heuliennoù, dre ma z'an da vakansi!
Distro e vin 'ben 8 pe 9 devezh , neuze chañs vat 'vit a-benn gortoz tamm kentañ an heulienn Freedom!

nti_bug_fck


undefined

Breiz Atao!

par Thrawn publié dans : Fansub
 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Octobre 2007
L M M J V S D
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
logiciel pour creer un site sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus