Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Samedi 19 janvier 2008

Gunparade March

gunparade-march-2.jpg

An istor:

E 1945 araok fin an eil brezel bed, ar re "Chimer", o vezañ anevaled d'eus an egor a dag an douar. Dirak ar re mañ, mab-den a vez ret da vrezeliañ en un doare unvan met a feur ma dremen an amzer e vez dic'hastet an douar ha lazhadeget darn vrashañ an dud. 54 bloavez war lec'h an dagadenn gentañ, milionoù a dud a zo marvet hag an douar a vez en ur stad truezus met kenderc'hel a ra ar brezel a-enep ar "chimer". E 1978, an embregerezh Shibamura en d'eus krouet an HWT, ur robot brezel, ar chañs diwezhañ da gounez ar brezel. Gant ma z'eo bet lazhadeget darn vrashañ an dud ha dreist holl ar soudarded e vez ret da gervel al liseidi d'ar vrezel. Pep lise a vez neuze ur skol brezeliañ ha pep lisead oadet a 16 bloaz ur soudard Ur strollad stourm an hini 5121, a vez unan d'eus ar re vrudetañ. Ar strollad stourm a vez roet dezhañ ur soudard nevez Maï Shibamura, adal kement-mañ e vezo heuliet ar brezel dre sell ar strollad hag ar soudard nevez.

Omp ali:

Gunparade March n'eo ket vel ma seblant un dresadenn-vev leun a emgannioù mecha (robotoù) met kentoc'h un istor a garantez etre daou lisead. A feur ma dremen an tammoù e seblant ez eo an istor o vont etrezek fin ar brezel a-enep ar re chimer, ur fin gounezet gant piv ? setu ar goulennn a sav annomp. Alas vidomp an istor a chom stag betek re war zu an daou lisead hep displegañ deomp an tro war dro degaset gant ar brezel: Penaos e vev an dud gant ur brezel drastus evel emañ? Petra eo pal ar re chimer estreget lazhadegañ mab-den? Petra eo istor ar re chimer?... An emgannioù a vez nebeut d'eus outo, n'int ket dedennus tre rak berr. Pezh a chom deomp neuze a vez an istor garantez, hag a vez degaset en un doare lezirek gant ar studio e karg. Un doare karantez : "da garout a ran...me ivez met...." degaset deomp en un doare hir hag hep mennozhioù nevez. Kement istor garantez 'vel houmañ a zo bet kemeret hag adegemeret gant degadoù a heuliennoù Japanaat...Mankout a ra nevezintioù en heulienn gunparade march evit dont da vezañ unan dibarr. C'hwez ar vank a amzer a vez war an heulienn, mank a amzer evit mont donoc'h gant an istor hag an tro war dro, mank a amzer evit krouiñ ur bed gwirvidik d'an heulienn. Mank a amzer d'eus un tu, leziregez d'eus un tu all?

Arabat disoñjal ez eo un heulienn tennet d'eus ur c'hoari Playstation pezh a dalvez ez eo ur goulenn a berzh un embregerezh c'hoarioù. Talvezout a ra neuze n'eo ket dieub an aozourien evit krouiñ ar pezh a vank d'ar bed diskrivet pad ar c'hoari en heulienn. Ret eo da aozourien an heulienn da ziwall aketus da vezañ an tostañ posubl d'ar c'hoari hep pellaat betek re...

Benn ar fin an heulienn Gunparade March a vez un adkemer d'eus an hini brudet Gundam wing- skol ar stered met o chom stanket war un istor garantez divlaz (pe dost). Laromp memestra ez eo treset an heulienn gant un doare aketus tre war ar munudoù pezh a vez plijus da wel, ar re mecha na vezont ket gwelet alies met hep bezañ dreistordinal a ziskouez mestroni an aozourien. An istor, memes ma ne vez ket degaset deomp d'eus an doare dedennushañ, a vez heuliet hep bezañ enouet. An dudennoù a rankfe bezañ komzet muioc'h hag en un doare donoc'h d'eus outo a vez plijus tre ( Ar plac'hig Kawaï, ar paotr mec'hetaer, ar plac'h dichañs, ar paotr brezelour daonet,... ) .  Keñveriet gant Blue Gender da skouer, Gunparade March na dalvez alas ket kalz traou...

 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Janvier 2008
L M M J V S D
  1 2 3 4 5 6
7 8 9 10 11 12 13
14 15 16 17 18 19 20
21 22 23 24 25 26 27
28 29 30 31      
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
mettre des photos en ligne sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus