Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Jeudi 2 août 2007

Saburo Sakai

saburo-sakai-sabre.jpg
poltred: Saburo Sakai gant e sabrenn, ar blenier kirri-nij samourai.
 

Saburo Sakai (1916-2000) a oa ur blenier kirri-nij Japanaat pad an eil brezel-bed. Laret vez d'eus outañ oa un As rak tizet n'eus muioc'h 'vit 5 karr-nij brezel enebour. Saburo Sakai a zo ganet e bro Japan, e Saga d'ar 25 a viz eost 1916. E familh a zo anavezet evit bezañ diskennad d'eus ur remziad Samourai, met a veve d'eus labour an douar. Da geñver ar studioù ar paotr Saburo n'eo ket gwall entanet. 

sakaijeune01.jpg

D'an 31 a viz mae 1933, oadet a 16 bloaz, Sakai a ya da vartolod brezel. Da gentañ vezo implijet vel kanoler war ar vag Kirishima betek 1936, bloavezh lec'h ma vezo degemeret en ur skol 'vit bezañ blenier karr-nij. Daou wech en d'eus c'hwitet an arnodenn 'vit bezañ degemeret met tapout a ra memestra e diplom e 1937, hini ar blenerien kirri-nij war vourz un douger kirri-nij. kentañ ez eo d'eus e c'hlasad. Kregiñ a raio mare ar brezel-nij evitañ pad ar brezel chino-japanaat etre 1928-1939, eno vezo gloazet. Goude kement-mañ choaz a ra da nijal war ar c'harr-nij mil anavezet an hini Mitsubishi A6M "zero" ha kenderc'hel a ra gant ar brezel enep China. 

zero-copie-1.jpg

 




Adal penn-kentañ ar brezel ez eo kroget etre Sakai hag an ofisourien ur brezelig dreist-holl a-fed gouzout petra vez tu d'ar blenerien kirri-nij, soudarded simpl anezho d'ober pe get. Sakai a ro an tu d'e genseurted da vutuniñ pezh a zo difennet rik, reiñ a ra urzh d'unan anezho da laerañ boued an ofisourien ...
E-kerzh ar c'hentañ emgann a-enep ar Chinaiz, Sakai a dizh ur c'harr-nij enebour met dre ma z'eo bet a-enep anholl urzhioù ez eo lañgachet gant e ofiser e plas bezañ anavezet e drec'h. 

  Goude ma vize kroget ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, kemer a ra perzh e tagadenn ar Filipina.E 1942 ez eo kaset e Tarakan, e Borneo, kemer a ra perzh en emgannioù an Indez Izelvroat. Dont a ra a-benn da dizhout 13 karr-nij enebour araok ma vize klañv. Goude tri miz ez eo adarre war an tachennoù emgann, e strollad-nij an is-letanant Junishi Sasai er Ginea-nevez.

D'ar 7 a viz eost 1942 ez eo gloazet e-kerzh un emgann a-us da Guadalcanal, koll a ra eno e lagad dehou. Dont a ra a-benn memestra da zistreiñ gant e garr-nij goude ma vize bet kontet evel marvet.Chom a ra stanket en ospital 'vit 5 miz, ret vo dezhañ bezañ operataet pad hir amzer hep louzoù.


Tremen a raio ur bloavezh da gelenner vit ar skolidi brezel war ar c'hirri-nij . E miz ebrel 1944 ez eo kaset e strollad-nij Yokosuka hag a zo bet lakaet war tachenn emgann Iwo Jima. Ne c'hell ket nnijal pad pell met tizout a ra memestra pevar enebour.

E-kerzh an eil brezel-bed, ar blenier kirri-nij Saburo Sakai en d'eus distujet 64 karr-nij enebour, an darn vrashañ anezho o vezañ Amerikan. Anavezet ez eo ivez evit bezañ unan d'eus an tri blenier nemetañ d'eus e strollad-nij orin da vezañ chomet bev betek fin ar brezel

Goude ar brezel, Saburo Sakai en d'eus kuitaet an arme gant an titl a letanant. Bet eo bet penn-bras un embregerezh moulañ. Bet eo bet ivez da weladenniñ ar Stadoù-unanet lec'h ma n'eus kavet an tu da gejañ gant e enebourien gozh.

Saburo Sakai a zo marvet d'eus un taol-kalon d'an 22 viz here 2000 e-pad un emvod d'an aerborz-vor Atsugi.

 

 

kamikaze.jpg

 

Samedi 18 août 2007

Musashi Miyamoto

Musashi Miyamoto pe Takezō Shimmen d'eus e anv gwirion (Miyamoto o vezañ anv ar geriadenn lec'h ma z'eo ganet. Musashi un dore da lenn ar re idegrammoù)

Ganet e 1584, marvet an 19 a viz mae 1645.

Bez eo unan d'eus ar re Japanaat anavezetañ er bed, bez eo ivez klezeour brudetañ bro Japan.

 

 

mushashi.jpg

a) Buhez

Kroget en d'eus Miyamoto Musashi gant an emganioù daouder d'an oad a 13 vloaz. Ar wech kentañ e vo dezhañ da lazhañ unan bennak (a-enep Arima Kihei e 1596). Oadet a 17 vloaz kemer a ra perzh e emgann Sekigahara (1600). An emgann a velo an trec'h o vont gant lu Ieyasu Tokugawa goude marv Hideyoshi Toyotomi. Musashi a oa e lu Toyotomi, chom a ra 'vel marvet war an tachenn emgann.Betek ma vije oadet a 29 bloaz e gemero perzh e 60 emgann daouder, an niver brashañ anezho en ur vezañ armet gant ur Bokken ( ur sabrenn e koad, implijet gant ar re Samourai evit gourdoniñ). Ar met ez eo neuze gant ur Bokken a-enep sabrennoù gwirion (Katana).

An emgann daouder diwezhañ a vezo kaset da benn gant Musashi (an hini brudetañ) a vezo d'an 13 a viz ebrel 1612, a-enep brashañ sabrenner bro Japan Kojirō Sasaki. Ur wech c'hoaz e vezo trec'h war e enbour. Implijout a raio ur Bokken vras, hervez a vize bet kizellet 'barzh roeñv ar vag en doa servijet da zegas an daou sabrenner war enezenn Funa., Goude-se e paouez gant an emganioù daouder ha kemer a ra ur garg nevez hini penn-bras ur rann d'eus lu an Aotrou Ogasawara. Kemer a raio perzh e sez kastell Hara e 1638, 'pad emsavadeg ar Gristenien kaset gant Shirō Amakusa.Oadet a 59 bloaz (1643) setu Musashi loc'het trezek menez Iwato, lec'hiet e-kichen Kumamoto. Eno e vev en ur vougev, hini Regandô. Kaset en d'eus gantañ un daol-skrivañ, d'an 10 d'eus an dekvet miz ez eo krog da skrivañ al levr Gorin no sho.

 

Musashis.jpg

b) herez

Krouet en d'eus ivez ur skol emgannata ('vit deskiñ implij ur sabrenn) pe "ryū" a vezo anvet skol an daou sabrennoù (Niken ryū), ha goude-se skol an daou oabl (Niten ryū). Pezh a zo dibarr ez eo an doare emgannañ, an doare gant daou sabrenn war ar memes tro. Alas ne voe ket gwelet mat gant an Impalaer, e doare amgannaña vezo kollet 'vit an darn vrashañ anezhi.

Hiziv an deiz ez eus c'hoaz d'eus e skol, an deskiñ a zo kaset da benn gant ul lignez a vistri hag a zo diskennidi deskibien Musashi. Ar skol-se a zo an Hyōhō Niten Ichi-ryū ( "Skol an daou oabl").

Kavet e vez ivez skolioù all gant al lostger Niten Ichiryu met en un doare ofisiel ne vez liamm ebet etrezo hag herez gant ar skol Hyoho Niten Ichiryu.

Musashi a zo anavezet ivez evit bezañ skrivagner ul levr strategiez ar Gorin no shō pe levr ar pemp rodoù skrivet pa oa oadet a 60 vloaz. E fin e vuhez e chomas sioulig 'barzh e vougev, sevel a ra ur pell-sell d'eus e vuhez. Adal kement-se e sav "lezennoù"a c'hell bezañ implijet kement 'vit an emgann daouder pe 'vit an emgann niverusoc'h, pe 'vit ar vuhez pemdeziek. Ar pemp "rodoù"a zo ur skeudenn d'eus ar pemp estaj a ya d'ober ar savadurioù marvel Boudeek (gorintō), ar re-se o vezañ ur skeudenn d'eus ar pemp elfenn diazez Japanaat. Neuze 5 tamm a ya d'ober al levr :

 

- An dour: Nerzhiañ e gorf hag e spered

- An tan: Kadoniezh ( strategiezh brezel) evit an emgannioù daouder hag an emgannioù niverusoc'h.

- An avel: burutelladur ar skolioù emgannata all

- Ar goullo: Sevel ur soñj d'eus mennad ar re Samourai. Ar goulloder a zo ur pal da dizout 'vit ar re Samourai, un tem pouezus eo 'vit ar budō.

Al levr a zo bet implijet 'vit an doare da gas an aferioù e bro Japan. Implijet 'vez dreist-holl 9 frazenn d'eus outañ:

1. Stourm a-enep ar soñjoù hudur.

2. Krouiñ ha nerzhiañ e hent/spered dezhañ e-unan en ur labourat e unan penn.

3. Labourat war an holl arzoù, chom hep bezañ stañket war unan nemetken.

4. Deskiñ ha mestroniañ hent/spered an holl micherioù ha chom hep bezañ bac'het war unan nemetken.

5. Gouzout gwelet ar mad hag ar fall a c'hell bezañ degaset gant kement tra.

6. Forzh pese mare pe stad a vije, deskiñ implijout e varn dre santout.

7. Gouzout dre anien da welet kement tra, memes ma vez kuzhet deomp.

8. Diwal mat, d'ar munudoù.

9. Chom hep koll amzer 'vit traou didalvoud.

 

 

Miyamoto-1.jpg

 

Lundi 20 août 2007

Jules Brunet

Ganet e 1838 e Belfort ( bro c'hall), marvet an 12 a viz eost 1911.

Jules Brunet a zo bet ezel d'eus al lu gall. Kaset ez eo bet evel gourdoner e bro Japan. E gefridi a oa neuze da zeskiñ d'ar soudarded Japanaat penaos implij ar c'hanolioù. Kement-mañ a-benn modernaat lu ar Shogun Yoshinobu Tokugawa e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavadeg Meiji.

 

soudarded-gall-e-japan.jpg
Soudarded gall (gourdonerien brezel anezho) ha soudarded Japaniz (Samourai anezho) en 19vet kantved.


Goude ma vije bet trec'het ar Shogun, setu ar soudard gall o kuitaat diaotre al lu evit kemer perzh en emsavadeg enep ar gouarnamant impalaeriel. Jules Brunet a zo un dudenn istorel gwirion en deus roet mennozh ar film Amerikan " Ar samourai diwezhañ" (film gant Edward Zwick, 2003).

Barzh ar film mil anavezet, Tom Cruise a zo ur gourdoner Amerikan o reiñ e teskadur d'al lu implaeriel a-benn flastrañ ar re Samourai chomet feal d'ar Shogun. "Ar samourai diwezhañ" a zo bet un den gwirion met gall e oa eñ. 

last-samourai.jpg

 

Vel Nathan Algren, aroz ar film gant Edward Zwick, Brunet a zo kabiten anezhañ, implijet a-benn modernaat al lu Japanaat e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavidigezh Meiji (1868). Vel Algren, Brunet a stourmo a-enep lu an Impalaer 'pad ar brezel diabarz. Ur wech c'hoazh ar film a chom gwirion a-walc'h rak Brunet na varvo ket e-pad ar mare drastus-se ha dreist-holl goude marv an holl d'eus e "skolidi" Samourai anezho.

Pezh a vank alas er film (memestra) ez eo an taol kleze en dour kaset da benn gant Brunet 'vit krouiñ ur "republik" dieub e Hakodate, war enezenn Hokkaido. Al lec'h-mañ a vezo an hini diwezhañ o stroum a-enep an Impalaer, ar re leal d'ar shogun Yoshinobu Tokugawa a vezo flastret en un doare kriz.

Dianav pe dost e bro c'hall, Brunet a zo bet un dudenn dreistordinal: soudard, graet politeknik gantañ met arzour a zoare war ar memestro (livour). 

brunet.jpg

Araok bezañ kaset e bro Japan, kemeret en doa perzh e brezel Meksik gant soudarded Maksimilian. Anvet da gabiten e 1867, pa ne oa ket 30 vloaz anezhañ c'hoazh, choazet eo da gelenner 'vit soudarded lu bro Japan. Gant urzh ar Shogun, savet z'eus bet 7 rejimant a-fed troadegiezh, ur strollad marc'hegerien brezel ha 4 strollad kanolerien, en holl 10.000 a dud. Ar Saozon hag an Amerikaned a roio harp d'ar re enep gall en ur gelenn lu an Impalaer Meiji.

Pa vezo trec'het ar Shogun Tokugawa ha pa rento ar galloud d'an Impalaer fin 1867, kefridi ar c'hallaoued a vezo kaset da get. En un doare ofisiel, bro c'hall na gemer ket perzh ebet ken er brezel diabarzh. Lod d'eus ar strollad kelennerien brezel anezho a choaz da chom gant o skolidi, evit reiñ harp da lu ar "bakugun", ar re Samourai diwezhañ o vezañ leal d'ar Shogun

Talvezout a ra ez int dizertourien d'eus al lu gall, Brunet a skriv neuze d'an Impaler gall Napoléon III evit displegañ e choaz: " Choazet da vervel pe da genderc'hel da reiñ harp d'an interestoù gall er vro-mañ". Ur gorventenn a drec'ho vit ul lodenn vras anezho, ar re leal d'an ez-shogun e fin 1868. Kaset ez eo d'ar strad bigi al lu.

Brunet a dec'h e Hakodate, war enezenn Ezo, gant amiral ar vorlu brezel Takeaki Enomoto hag un nebeut gallaoued. Eno, Enomoto a zo anvet da brezidant republik dieub Ezo. Na bado nemet 6 miz ar republik.

Nerzh enebiñ ar re Samourai d'an Impalaer a vez o vont da get gant ar bloavezh 1869. Troadegiezh an Impalaer a zilestr e Hakodate. Bombezennet adal ar mor hag an douar, riset eo enebourien an urzh nevez. Kuzhet en ul lec'h-kreñv doare Vauban, an 800 Samourai diwezhañ a vez rediet da baouez an emgann d'an 30 a viz even.

Brunet n'eo ket chomet da c'hortoz trec'h lu an Impalaer, tec'het eo gant ur vag gall. Ar gouarnamant nevez a c'houlenn e vije bac'het, met goude un toullad taolioù-dreist setu Brunet distro e bro c'hall. Barnet kondaonet ez eo evel dizertour met en un doare sioul. Kuitaat a ra al lu gall e fin 1869.

Kemer a raio perzh en-dro e brezel 1870, prizoniet e vezo gant ar Brusianed e Metz. Kemer a ra perzh e emgann ar C'humun. Kuitaat a ra al lu Gall evit ar wech diwezhañ gant al live a jeneral.

" Ar Japaniz a anavez Brunet, gouzout a reont ez eus bet un nebeut gallaoued e Hakodate, ez eus bet roet gant ar frañs e harp d'ar Shogun diwezhañ", a lar Kristian Polak ur gall o chom e bro Japan.


Skipailh ofiserien gall, gant brunet, prest da loc'hañ 'vit bro Japan.

ofiserien-gall-e-japan-copie-1.jpg




   

 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Août 2007
L M M J V S D
    1 2 3 4 5
6 7 8 9 10 11 12
13 14 15 16 17 18 19
20 21 22 23 24 25 26
27 28 29 30 31    
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
créer un blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus