Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Lundi 20 août 2007

Jules Brunet

Ganet e 1838 e Belfort ( bro c'hall), marvet an 12 a viz eost 1911.

Jules Brunet a zo bet ezel d'eus al lu gall. Kaset ez eo bet evel gourdoner e bro Japan. E gefridi a oa neuze da zeskiñ d'ar soudarded Japanaat penaos implij ar c'hanolioù. Kement-mañ a-benn modernaat lu ar Shogun Yoshinobu Tokugawa e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavadeg Meiji.

 

soudarded-gall-e-japan.jpg
Soudarded gall (gourdonerien brezel anezho) ha soudarded Japaniz (Samourai anezho) en 19vet kantved.


Goude ma vije bet trec'het ar Shogun, setu ar soudard gall o kuitaat diaotre al lu evit kemer perzh en emsavadeg enep ar gouarnamant impalaeriel. Jules Brunet a zo un dudenn istorel gwirion en deus roet mennozh ar film Amerikan " Ar samourai diwezhañ" (film gant Edward Zwick, 2003).

Barzh ar film mil anavezet, Tom Cruise a zo ur gourdoner Amerikan o reiñ e teskadur d'al lu implaeriel a-benn flastrañ ar re Samourai chomet feal d'ar Shogun. "Ar samourai diwezhañ" a zo bet un den gwirion met gall e oa eñ. 

last-samourai.jpg

 

Vel Nathan Algren, aroz ar film gant Edward Zwick, Brunet a zo kabiten anezhañ, implijet a-benn modernaat al lu Japanaat e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavidigezh Meiji (1868). Vel Algren, Brunet a stourmo a-enep lu an Impalaer 'pad ar brezel diabarz. Ur wech c'hoazh ar film a chom gwirion a-walc'h rak Brunet na varvo ket e-pad ar mare drastus-se ha dreist-holl goude marv an holl d'eus e "skolidi" Samourai anezho.

Pezh a vank alas er film (memestra) ez eo an taol kleze en dour kaset da benn gant Brunet 'vit krouiñ ur "republik" dieub e Hakodate, war enezenn Hokkaido. Al lec'h-mañ a vezo an hini diwezhañ o stroum a-enep an Impalaer, ar re leal d'ar shogun Yoshinobu Tokugawa a vezo flastret en un doare kriz.

Dianav pe dost e bro c'hall, Brunet a zo bet un dudenn dreistordinal: soudard, graet politeknik gantañ met arzour a zoare war ar memestro (livour). 

brunet.jpg

Araok bezañ kaset e bro Japan, kemeret en doa perzh e brezel Meksik gant soudarded Maksimilian. Anvet da gabiten e 1867, pa ne oa ket 30 vloaz anezhañ c'hoazh, choazet eo da gelenner 'vit soudarded lu bro Japan. Gant urzh ar Shogun, savet z'eus bet 7 rejimant a-fed troadegiezh, ur strollad marc'hegerien brezel ha 4 strollad kanolerien, en holl 10.000 a dud. Ar Saozon hag an Amerikaned a roio harp d'ar re enep gall en ur gelenn lu an Impalaer Meiji.

Pa vezo trec'het ar Shogun Tokugawa ha pa rento ar galloud d'an Impalaer fin 1867, kefridi ar c'hallaoued a vezo kaset da get. En un doare ofisiel, bro c'hall na gemer ket perzh ebet ken er brezel diabarzh. Lod d'eus ar strollad kelennerien brezel anezho a choaz da chom gant o skolidi, evit reiñ harp da lu ar "bakugun", ar re Samourai diwezhañ o vezañ leal d'ar Shogun

Talvezout a ra ez int dizertourien d'eus al lu gall, Brunet a skriv neuze d'an Impaler gall Napoléon III evit displegañ e choaz: " Choazet da vervel pe da genderc'hel da reiñ harp d'an interestoù gall er vro-mañ". Ur gorventenn a drec'ho vit ul lodenn vras anezho, ar re leal d'an ez-shogun e fin 1868. Kaset ez eo d'ar strad bigi al lu.

Brunet a dec'h e Hakodate, war enezenn Ezo, gant amiral ar vorlu brezel Takeaki Enomoto hag un nebeut gallaoued. Eno, Enomoto a zo anvet da brezidant republik dieub Ezo. Na bado nemet 6 miz ar republik.

Nerzh enebiñ ar re Samourai d'an Impalaer a vez o vont da get gant ar bloavezh 1869. Troadegiezh an Impalaer a zilestr e Hakodate. Bombezennet adal ar mor hag an douar, riset eo enebourien an urzh nevez. Kuzhet en ul lec'h-kreñv doare Vauban, an 800 Samourai diwezhañ a vez rediet da baouez an emgann d'an 30 a viz even.

Brunet n'eo ket chomet da c'hortoz trec'h lu an Impalaer, tec'het eo gant ur vag gall. Ar gouarnamant nevez a c'houlenn e vije bac'het, met goude un toullad taolioù-dreist setu Brunet distro e bro c'hall. Barnet kondaonet ez eo evel dizertour met en un doare sioul. Kuitaat a ra al lu gall e fin 1869.

Kemer a raio perzh en-dro e brezel 1870, prizoniet e vezo gant ar Brusianed e Metz. Kemer a ra perzh e emgann ar C'humun. Kuitaat a ra al lu Gall evit ar wech diwezhañ gant al live a jeneral.

" Ar Japaniz a anavez Brunet, gouzout a reont ez eus bet un nebeut gallaoued e Hakodate, ez eus bet roet gant ar frañs e harp d'ar Shogun diwezhañ", a lar Kristian Polak ur gall o chom e bro Japan.


Skipailh ofiserien gall, gant brunet, prest da loc'hañ 'vit bro Japan.

ofiserien-gall-e-japan-copie-1.jpg




   

 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Août 2007
L M M J V S D
    1 2 3 4 5
6 7 8 9 10 11 12
13 14 15 16 17 18 19
20 21 22 23 24 25 26
27 28 29 30 31    
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
Blog : Consommation sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus