Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Lundi 2 avril 2007

Public Enemy

Kentañ gwell:  25 genver 2002

Kaset da benn gant: Kang Woo-Seok

Film d'eus bro Korea ar su

Gant:

Sol Kyung-Gu : Kang Chul-jung

Lee Sung-jae : Cho Kyu-hwan

Kang Shin-il :Komiser Eom

Kim Jeong-hak : Enklasker Kim

Do Yong-gu : Enklasker Nam

Doare: polis, fent, drama, a-dalc'h ouzh ar skour

pad a ra: 2eur 15

An Istor:

Kang Chul-jung a zo un archer d'eus Republik Korea. Laer a ra dramm ar werzerien-dramm, laer a ra arc'hant an dud er c'homiserdi ha skeiñ a ra kement den a zisplij dezhañ. Cho, un den pinvidik d'eus an aferioù , a seblant kaout ur vuhez dispar e-keñver lezenn. En gwirionez ez eo kablus d'eus un toullad muntroù gwadus. Etrezañ hag an archer Kang ez eo krog un emgann, 'benn ar fin ne chomo unan nemetken.

Omp Ali:

E-keñver istor, Public Enemy n'eo ket dreistordinal, pell alese. Un archer un tamm mat ispisial o redek a-dreñv an hini vil o vezañ war ar seblant un den ordinal.

Gwelloc'h e laret diouzhtu plijet omp bet gantañ memestra ha plijet bras. Met penaos ta pa weler n'eus netra a vefe dreistordinal  gant an istor?

Simpl tre a setu nerzh ar sinema mod Azia da geñver hini Europa pe Amerika: nebeut a arc'hant, un istor simpl, aktourien gwirion o c'hoari o roll en un doare kredus.

Ar film a vez un enklask giz ma c'hellfer kavout en un heulienn war o skinwell e-pad an abardevez. Met an aktourien a vez sebezus en o roll.

Meskaj etre fent, film polis ha drama, sebezus ez eo da welet c'hoari Sol Kyung-Gu (Kang Chul-jung), an aroz. Tremen a ra d'eus un archer laer ha difoutre d'eus e endro, evit mont etrezek un archer gwirion met en ur zec'hel e zoareoù feuls hag enep-lezenn.

Ur poltred ez eo ivez ar film-se d'eus kevredigezh Korea ar su a-vremañ: feulster a-berz ar re yaouank strollet dre gangoù, feulster a-berz an dud gour kenetrezo. Feulster a-berz an archerien hag a vez dreist-niveret gant an dud enep-lezenn. Ha skeudenn ar paourentez hag an dilabour o nijal etrezek darn vrashañ Public Enemy.

 Ar film a c'hell bezañ lakaet prim e kostez ar re da gaout dre ret da geñver danvez sinema Azia.

Da notenniñ z'eus bet un heuliad e 2005: Another Public Enemy.

par Dishual publié dans : Filmoù
 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Avril 2007
L M M J V S D
            1
2 3 4 5 6 7 8
9 10 11 12 13 14 15
16 17 18 19 20 21 22
23 24 25 26 27 28 29
30            
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
Blog : Santé sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus