Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Samedi 3 mars 2007

Windstruck

 

Kentañ gwell: 2004

Kaset da benn gant: Gwak Jae-Yong

Film d'eus Korea ar Zu

Gant: Jeon Ji-Hyeon, Jang Hyeok, Kim Su-Ro

Doare: drama, fent

pad a ra: 2eur

 

 An Istor:

Ur plac'h a vez o kas da benn e frenadennoù pa glev ur vaouez o c'houlenn sikour rak laeret eo bet he sac'h. Ar plac'h, hag a zo en gwirionez un archer, a red d'an daou lamm ruz evit herzel al laer. Ar pezh a vez graet ganti buan hag aes, degas a ra al laer d'an archerdi. Alas eviti n'eo ket ul laer he d'eus paket met un den a-vad ha glaske herzel al laer gwirion. Adal an darvoud-mañ e sav ul liamm kreñvoc'h kreñvañ etrezo.

Omp ali

Gant ar film Windstruck 'vez adkemeret ar memes doare duo en devoa degaset plijadur e-leiz d'an neb a welas My Sassy girl.Gwak Jae-Yong a vez o mestroniañ ur wech c'hoazh, ha 'vit hor brashañ plijadur he aktourez karetañ Jeon Ji-Hyeon . Ha daoust ha n'eo ket bet un taol kleze en dour?! Da va soñj nann, a bell!

Evit gellet kemer plijadur a 100% gant Windstruck, ret eo bezañ bet gwelet My Sassy Girl. Perak kement mañ? N'eo ket Windstruck un doare kendalc'h en a-raok da My Sassy Girl met....adkavet e vez ennañ un toullad mennozhioù degaset dija gant an hini gentañ. An doare bed a vez krouet gant an daou dudenn pennañ a vez tostik tost d'eus re My Sassy Girl. Ar memes doare liamm a ve kenetrezo. Ouzhpenn-se ar memes doare tudennoù eo: ar plac'h entanet, kalonek met bresk war ar memes tro (kalz beskoc'h amañ memestra). Hag ar paotr pout met prest da sikour an neb en d'eus ezhomm.

Penn-rener ar film a glask da zizoloiñ un tu a oa chomet dianav deomp d'eus ar plac'h diskrivet en My Sassy Girl. Un tu kalz breskoc'h 'vit ma oa diskouezet deomp.

Deoc'h da wel ha da ginnig o ali !

 

 

par Dishual publié dans : Filmoù
Samedi 3 mars 2007

Naruto Shippunden/Next Gen

L'intrépide petit baka à neuf queue...;)

Setu kroget mad gant heuliadenn Naruto, dibar eo!

 Evit an dud dedennet gant kement-mañ, kinnig a reomp dezhe da bellgargañ an tammoù gant ar skipailh gall Dattebayo hag a ginnig ul labour prim ha kempenn.

Samedi 3 mars 2007

Studio Comet

Ar Studio Comet A vez ur skipailh Japanaat e karg gant ar broduerezh tresadennoù-bev doare manga e bro Japan. Krouet eo bet e 1986.

Da gentañ ne oa ket kalz labourioù kaset da-benn ganto. Ret eo bet gortoz ar bloavezhioù 90 evit gwelet ur c'hresk birvidik. Abaoe 2004 ez eo splann ez eo ar STUDIO COMET unan d'eus ar re pouezhusañ a-fed danvez tresadennoù-bev bro Japan ( 9 heulienn etre 2004-2005!). Dre vras ar studio a chom hep sevel e unan penn an heulienn a-bez. 

Ar studio Comet en d'eus produet an tresadennoù-bev se (klikit [Amañ] evit gwelet ul listenn a-bez d'eus o labour):

Setu o lec'hienn : STUDIO COMET

Samedi 3 mars 2007

Studio Sunrise

Krouet e 1972, Sunrise Inc. a zo un embregerezh Japanaat o labourat  war danvez an tresadennoù-bev doare manga. Abaoe 1994 ez eo un tamm d'eus an embregerezh Bandai, ar brashañ embregerezh o produiñ c'hoarioù d'eus bro Japan. Da gentañ holl oa anvet ar studio Nippon Sunrise, hag araok c'hoazh oa graet Sunrise Studios d'eus outi.

 

Produet o d'eus (vit kaout ul listenn a-bez d'eus o labour, klikit [Amañ]:

Er bloavezhioù 1970:
Er bloavezhioù 1980:
Er bloavezhioù 1990:

Er bloavezhioù 2000:

 

Lec'hienn ar STUDIO SUNRISE

Samedi 17 mars 2007

 

Adlabouret eo bet kentañ release breiz atao fansub. Setu neuze deut maez :[Breiz Atao Fansub] black_ cat_01v2 bzg! Adlabouret eo bet ar c'hara (opening hag ending), cheñchet ar skritur. An tu a zo deoc'h d'e bellgargañ [Amañ].

 

Dimanche 18 mars 2007

Banielloù nevez breiz atao

 

Dimanche 18 mars 2007

Black cat Nnn 02+ Black Lagoon 01

Krog eo al labour war eil tamm an heulienn Black Cat. Met ouzhpenn-se ez omp krog mad gant un heulienn nevez is-titlet en Brezhoneg: Black Lagoon. Setu poltriji evit kinnig buan ha buan an heulienn nevez:

Mardi 20 mars 2007

Black Lagoon

 

Titl: Black Lagoon

bloavezh: 2006

Studiooù : [Shogakukan prod.co] [madhouse production]

Doare: avanturioù, feuls

Aozour: Hiroe Rei

Tammoù: 12 tamm, 25 pep hini evit an heulienn gentañ. Kement all evit an eil.

Lec'hienn(où) internet evit mont pelloc'h:

al lec'hienn ofisiel: http://www.blacklagoon.jp/index_fla.html

Okajima Rokuro a vez ul labourer yaouank giz ma vez kavet e pep lec'h e bro Japan. E vuhez a zo tenner ha gouestlet nemetken da brashañ mad an embregerezh lec'h ma labour. Cheñch a raio kement-mañ pa vezo paket gant ur skipailh morlaerien a-vremañ. 

 

Omp ali: Setu un dresadenn-vev Japanaat ha na blijo ket d'an holl. Feuls ha taer, kont a ra deomp penaos un den "normal" (Rokuro) a c'hell cheñch penn d'ar vazh en e vuhez evit bevañ avanturioù a-bep seurt. N'eo ket un heulienn bet krouet evit chom da soñjal dirazhañ. Lusket gant eskemmoù bollodoù, tarzhadennoù a bep-seurt, avanturioù ar paotr Rock (Rokuro) hag e gamaladed nevez a vez plijus da welet. An tresadennoù a vez brav esplann dreist holl a-fed endro an dudennoù.

Mardi 20 mars 2007

Lorelei

Kentañ gwell: 2005

Kaset da benn gant: Shinji Higuchi

Film d'eus bro Japan

Gant: Koji Yakusho, Satoshi Tsumabuki, Toshirô Yanagiba, Yu Kashii

Doare: drama, istorel

pad a ra: 2eur

An Istor

E-pad pell z'eus bet kaoz d'eus ul lestr-spluj ispisial. Ken prim e oa ma ne oa ket tu e kas d'ar strad met emañ a gase an holl bigi enebour dezhañ d'an don vor. Hervez ar vojenn ar vartoloded a gleve ur ganaouenn araok bezañ distrujet gant o bigi. Ar vartoloded o devoa lezanvet anezhañ lorelei sorserezh ar meurvor Habask...


Omp Ali:

Lorelei a zo ur film Japanaat tremen a ra an istor e-pad an eil brezel bed. Bro Japan a zo bet taget gant ar c'hentañ bombezenn dec'hanel (atomek). Hiroshima a zo bet reuzet penn-da-benn, araok ma vize reuzet Nagasaki e vez roet urzh d'un ofiser d'eus ar morlu brezel da herzel an eil bombezenn.Roet 'vez dezhañ ul lestr-spluj ispisial profet da vro Japan gant an trede Reich: an I-507. Kement-mañ n'eo ket istorel evel just. Ijinet eo bet penn-da-benn gant an aozour. N'eus nemet un dra a vez gwirion a 100%: Lorelei a zo ur vojenn gwirion met tremen a rae war ar ster Rhin.

Ar film Lorelei en d'eus graet berz e bro Japan. E memes doare 'vit samourai komando da skouer.

Plijus eo da welet, cheñch a ra d'eus an doare da welet al listri-spluj bet roet deomp abaoe bloavezhioù gant ar sinema Amerikan. Kement tra (pe dost) a vez gwelet a c'hellfe bezañ gwirvoud (bet z'eus bet d'eus listri-spluj seurt-se 3 anezho, an i405 da skouer). Tost e chom an aozour d'eus an dudennoù, heuliet e vezont evel soudarded leal d'o pro met ivez evel tud bac'het gant o lealded hag o enor a gas anezho d'ar marv.

par Dishual publié dans : Filmoù
Mardi 20 mars 2007

Heaven's soldiers/soudarded an neñv

Kentañ gwell: 2005

Kaset da benn gant: Min Joo-ki

Film d'eus Korea ar su

Gant: Park Joong-hoon, Kim Seung-woo, Hwang Jeong-min

Doare: drama, istorel, fent

pad a ra: 2eur 15

An Istor:

An daou Korea a zo deuet a-benn da sevel ul labour a-stroll: ur vombezenn nukleel ha dreist-holl ur misil ha na vez ket tu merzhout gant radar ebet. Ar Stadoù-Unanet dirak an dañjer a c'hellfe sevel d'eus an arm nevez-se a goulenn e vize distrujet. Un ofiser d'eus Korea an norz Kang Min-Gil a nac'h ha sikouret gant ur strolladik soudarded a laer ar penn nukleel hag a dap ar skiantourez karget d'eus an enklask .

Tec'hout a ra ar strollad kuit war bigi met adtapet int gant soudarded Korea ar Su. Kregiñ a ra un eskemm tennoù met a-greiz holl ez eo tapet an holl dud en ur gorventenn ha setu int 400 bloaz en araok war an amzer vremañ ( e 1572 e kreiz an Amzer Chosun, pa vez taget rouantelezh Korea gant ar varbared).

Erruet en amzer gent setu ar soudarded a-vremañ e-kreiz un emgann etre Koreaned ha barbared bro Mongolia. Evekl just e kemeront perzh evit difenn tud bro Korea ha goude bezañ lazhadeget un toullad barbared ez int trec'h.

Goude an emgann ez eo laeret o armoù gant un den lous doare klasker-bara. Met n'eo ket forzh  piv, anzavet eo da vezañ ar jeneral Lee Soo-shin an aroz Korean a zifennas ar vro d'eus an holl tagadennoù a-berzh an estrenien: Mongoled, Japaniz... Ha tu 'zo da soudarded an neñv cheñch istor o vro ha mont tre kudennoù an amzer a-vremañ?

Omp ali:

Ur meskaj ispisial a vez graet gant an aozour evit Heaven's soldiers/soudarded an neñv. Plijout a ra pe ne ra ket. Mareoù fent, mareoù feuls, pe tost diouzh an drama, kement a zo kemmesk en ur soubenn.

Plijus eo da wel rak un ukroni (kemm faos d'eus an istor: ma vije bet...) a zegas bepred mennozhioù dedennus evit kaout ur selll nevez a-fed an Istor. Ouzhpenn-se ar fent a vez kavet kazi pep lec'h er film a sikour mad an arvester da vont etrezek fin ar film.

par Dishual publié dans : Filmoù
 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Mars 2007
L M M J V S D
      1 2 3 4
5 6 7 8 9 10 11
12 13 14 15 16 17 18
19 20 21 22 23 24 25
26 27 28 29 30 31  
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
annuaire blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus