Blog renet gant Thrawn ha Dishual

Ur forom a zo digor deuit-tre

  baf-logo1.jpg  klask a vez war tud dedennet da sikour evit ma vefve al lec'hienn.
 
Ma z'oc'h dedennet n'em ginnigit war ar forom pe kasit un e-bost.

Blog breiz-atao fansub


  undefined

 

skeudennoù

Kinnig

kenstrivadegoù

Créez votre blog gratuit

Klask

 

Da gentañ

En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.

Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:

->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)

-> Ar re  A.MV

-> ar re O.S.T

  

Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager

  Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:


 

Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.

Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.

Samedi 13 janvier 2007

Laouen eo skipailh breiz atao fansub da ginnig deoc'h e banielloù! Deuet omp a-benn goude kalzig taolioù kleze en dour...met graet eo, gant ma blijo d'ar muian niver!

Lundi 15 janvier 2007

Setu un doser war an tresadenn-bev School Rumble.

Notennoù: dishual 5/5 Thrawn 4/5

An heulienn

tresadennoù-bev: 26 evit pep tamm (2 betek en)
doare skeudennoù: 4/3
doare: fentus, karantez
Studio: Studio Comet
lec'hienn ofisiel : http://www.school-rumble.net/ (e Japaneg)
war ar skinwell da gentañ: TV Tokyo
kentañ sell: Ar 5 a viz here 2005

 

School Rumble a zo un tresadenn-bev japanaat. Rannet e daou tamm: School rumble ha School rumble ni gakki. 26 tresadenn-bev a ya d'ober pep hini .

Kontañ a ra deomp istor Tsukamoto Tenma ul liseadez japanaat hag a vez e karantez gant ul lisead all Ouji Karasuma. Betek en netra gwall dedennus.

Tsukamoto ne oar ket 'vez ul lisead all hag a zo e karantez ganti: Kenji Harima. Netra ispisial a zedennfe ac'hanoc'h? Sellit eus an heulienn ha gwelet a rafec'h!

Adalek un istor ken simpl e zeu a-benn an aozour da grouiñ unan d'eus gwellañ tresadennoù-bev doare manga.

Pep tudenn a vezo kavet e-kerz an istor a zo un digarez da grouiñ eskemmoù farsus savet war an digompren. A-feur ma vez an istor o vont war raok e vez farusoc'h farsusañ, memes ma grog ar c'hentañ tamm gant un toullad digarezioùda c'hoarzhin, ar peurest a dalvez ar boan da vezañ gwelet.

Tenma Tsukamoto

 

ment: 1m54
reizh : plac'h

ment: 1m54reizh : plac'h

Tenma a vez ur plac'h ken karantezus gant ar re all 'vit ma z'eo glaouch. Ne anavez netra d'eus ar garantez met gant he holl nerzh e glask da zisleriañ he santimanchoù da Garasuma.Gant he spered tort e zeu a-benn diehan da sevel doareoù nevez da zedenn ar paotr met bewech e c'hwit.

Kenji Harima

 


ment: 1m80
reizh : paotr

Harima, Kenji a zo ul lañfre giz ma vez kavet un toullad en tresadennoù-bev doare bro Japan. E doare penn dudenn G.TO, a-dreñv ur paotr feuls ha fougaser ez eo ret gwelet en gwirionez un den karantezus evit an denelezh. Aon a vez d'eus outañ gant an holl dud er skol pe er straed. N'eus nemet Tenma a n'he deus ket aon rak outañ. E karantez evit houmañ, Harima a glask an holl doreoù d'he ziskleriañ e santimanchoù. Alas ne zeu biken a-benn, hag echu a ra bewech gant un taol kleze en dour.

 

 

Ouji Karasuma


ment: 1m75
reizh : paotr

Yen ha digomz, Ouji a gav gwelloc'h ur pladad kurry 'vit ur gamaladez. Tenma a glask dre he holl nerzh da zedenn anezhañ met emañ ne gompren netra. Diegi bras a vez d'eus outañ gant Harima.

Yakumo Tsukamoto

 

ment: 1m66
reizh : plac'h

C'hoar yaouank Tenma, Yakumo a vez gwelet e-giz un doare star er skol, kement gant ar baotred 'vit ar merc'hed. Kuzh ha tristidik, aon bras he d'eus rak ar baotred. Dont a ra a-benn da c'houzout pezh a soñj ar re all setu perak e chom ar pellañ ar gwellañ d'eus ar reizh eneb.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Eri Sawachika


ment: 1m65
reizh : plac'h

Eri a zo unan d'eus gwellañ kamaladezed Tenma. Moutig ha pinvidik, kalz paotred a vez o klask e verc'hetañ. Poan he d'eus da sevel ur wir eskemm gant an dud dre an doare ma z'eo bet desavet. E-penn kentañ an tresadenn-bev he d'eus diegi evit Harima met kemm a raio e zoare d'e welet gant ma dremeno an amzer.

Lundi 15 janvier 2007

Setu nebeut liammoù evit mont pelloc'h gant an tresadenn-bev School Rumble. Aes e vo deoc'h kavout emañ da bellgargañ digoust pe dre ar mod "torrent" pe dre ar mod pellgargañ eeun ("direct download"). Kit da welet amañ da skouer (ret eo emskrivañ met n'eo ket hir) http://www.sk-team.com/index.php.

Nebeut liammoù all:

http://www.school-rumble.fr/ : Ul lec'hienn war School Rumble en galleg. (mat vije da gaout unan en Brezhoneg....)

http://www.school-rumble.info/index.php?page=musique: Lec'hienn evit pellkargañ digoust ar sonerezh.

http://www.anime-kun.net/anim_gifs/gifs.php?gifs=526: evit pellkargañ gifoù (skeudennoù a fiñv) d'eus school rumble.

Setu, setu gant ma blijo deoc'h.

Jeudi 18 janvier 2007

Setu a-benn ar fin ez eo bet kavet ganeomp un doare da lakaat en-linenn an dosieroù a vezo deoc'h da bellgargañ!Da geñver Megaupload, amañ ez eo digoust deomp, ha dreist-holl chom a ra an dosieroù en un doare didermenn war ar rouedad. Ne savo ket kudennn ebet doare liammoù a vize aet da get dre forzh chom dizimplij!

An taol arnod a zo bet kaset gant ur raksell d'eus ar c'hentañ heulienn a gasomp war raok: Black cat. Tu 'zo deoc'h e bellgargañ. Evidon-me e kemer 6 munutenn gant an adsl 1 mega, neuze ne vo ket re hir evidoc'h kenebeut gant ma ne vezer ket bac'het er 56 k......

http://www.mediafire.com/?5nrymzw0mgm

Gant an amzer vezo tu deoc'h kavout sonerezh tresadennoù-bev bro Japan da bellgargañ. Amzer deomp o lakaat en-linenn, pezh a gemer amzer.

Jeudi 18 janvier 2007

 

Me blij din dastum kistin....hag ober ma zammig tro war Kaouenn net. Lakaet ez eus bet ur gerig war ar forom evit brudañ al lec'hienn-se met adlavaret e vo amañ. (gwelloc'h re 'vit re nebeut)

Kaouenn a zo ul lec'hienn a ginnig bodañ an danvez son pe video en Brezhoneg a vez tu kavout (dre chañs rak dizurziet) war ar rouedad. Ur filmig en Brezhoneg pe istitlet en Brezhoneg? Ur son enroladenn d'eus ho mamm-gozh? Kit d'an daoulamm d'e ginnig d'al lec'hienn!

Dedennus meurbet eo labour Kaouenn net evit brashañ mad ar vrezhonegerien o c'hortoz danvez da vouetañ o spered. Setu ma vez amzer da goll ganeoc'h pe nerzh chomet dizimplij gouzout a rit petra ober, sikourit Kaouenn!

Jeudi 18 janvier 2007

 

Ne baouezomp ket da belllgargañ danvez evit bouetañ al lec'hienn, kalzig a nevezinti a vo pe fenoz pe warc'hoazh! Ar gudenn nemetiñ a sav: an amzer evit treuzkas an danvez war Mediafire. Tro 1 eur da gas un doser 90 mo!

Met na rit ket biloù kaset e vez diehan al labour war raok evit brashañ plijadur an holl emichañs?! Na vezit ket aonik rak leuskel ur gaoz pe war ar forom pe war al lec'hienn digor eo d'an holl. Tu 'zo deoc'h kemend-all da lakaat omp e-bostoù: thrawn@hotmail.fr pe dishual@hotmail.fr en ho MSN, laouen e vimp da gaout ur frapad eskemm ganeoc'h.

Kargañ a reomp raktal sonerezh school rumble, tenjou tenge ha meur a A.M.V tennet d'eus school rumble. Klasket e vo ouzhpennañ ar buanañ ar gwellañ sonadeg school rumble (tro 800mo!).

Setu,setu betek hen.

Vendredi 19 janvier 2007

 

Daou liamm a-bouez evidoc'h:

-Evit lenn tost pep video dre ul lenner-video aes da implijout ha na gemer tost plas ebet http://www.01net.com/telecharger/windows/Multimedia/lecteurs_video_dvd/fiches/23823.html

-amv harima had to go:http://www.mediafire.com/?dyjmdzyxy2y

 

kit da welet war ar forom, enno vez renablet an holll liammoù a-benn neuze:

http://breiz-atao.xooit.fr/t10-breiz-atao-fansub-Renabli%C3%B1-liammo%C3%B9.htm#17

Vendredi 19 janvier 2007

Setu liammoù ouzhpenn evit pellkargañ!

Adal bremañ vezo renablet an holl liammoù war ar forom:http://breiz-atao.xooit.fr/t10-breiz-atao-fansub-Renabli%C3%B1-liammo%C3%B9.htm

Kenderc'hel a reomp stard da lakaat danvez ouzhpenn, gant an dibenn sizun vezo nevezinti ouzhpenn. Deuit d'ober o tro aliesig ha laoskit kaozioù.

Samedi 20 janvier 2007

 

Klask a vez war tud!

Dedennet gant hol labour? Dedennet gant degas danvez nevez ha digoust d'an nevez vrezhonegerien (pe get)? Amzer da goll?

klask a vez gant breiz atao fansub, war tud dedennet evit kas al labour istitlañ war raok, kasit un e-bost da dishual@hotmail.fr.

Ma vezomp niverusoc'h e vo kaset buanoc'h ha gwelloc'h al labour da benn! Hir ez eo da c'hortoz war hol labour met hiroc'h c'hoazh d'e gas da benn.Evit istitlañ un tamm nemetken d'eus un tresadenn-bev japanaat ez eus un toullad labour:

 

-Da gentañ kavout ar RAW (tresadenn-bev e japaneg nann istitlet) hag an tresadenn-bev en galleg pe saozneg.

-Da eil treiñ en Brezhoneg

-Trede paz lakaat an istitloù war ar RAW.

-A-benn ar fin adrenkañ ar RAW hag an istitloù vit ma ne vize nemet ur video istitlet en Brezhoneg.

-Evel just e chom d'e lakaat war ar rouedad evit peurlipaat al labour ha gellet eskemm ar blijadur da welet ur manga en Brezhoneg!

 

Samedi 20 janvier 2007

J.S.A (Joint Security Area)

 

Kentañ gwell : 2004

Kaset da benn gant: Park Chan-wook

Gant: Song Kang-Ho, Yeong-ae Lee, Byung-hun Lee

Film d'eus Korea ar zu.

Doare : Drama, Thriller

pad a ra : 2h 9min.

Anv gwirion : Gongdong gyeongbi guyeok JSA

Gounezet gantañ priz bras Festival Deauville e 2001

 An istor:

Daou soudard Korean a vez muntret war an harz (An Joint Security Area) etre an daou Korea (Su kapitalour ha Norz komunour) . Kaset e vez eno evit gouzout penaos ez eo erruet an darvoud, un inspektourez d'eus an A.B.U ( Aozadur ar Broadoù Unanet). A-feur ma vezo kaset da benn ganti e labour enklask e teuio war wel n'eo ket un afer ken simpl 'vit ma seblant d'ar c'hentañ sell.

Pismigañ:

Abaoe nebeut bloavezhioù e vez muioc'h mui a filmoù o tont d'eus Azia hag a vez lec'hiet o istor war danvez brezel Korea pe an efedoù degaset ganti a-vremañ. Breudeur dre gwad ("frères de sang"), Shiri ("nom de codes shiri"), Soudarded an neuñv ("les soldats de l'apocalypse") pe c'hoazh Silmido. Joint security Area a vez unan dioute. Al live pe dre an aozerien, dre an istor pe dre  ar filmañ a zo uhel el luskad-se. Penaos en am denn J.S.A?

Ur film dibar! Setu pezh a vez tu laret d'eus outañ. Dalc'het e vezer ouzh ar skourr adal ar c'hentañ munutenn betek an hini diwezhañ. A-dreñv un afer polis kemmesk gant ar bolitikerez e teu a-benn an aozour da zegas un istor gant ur menneg humanegour. A posubl eo da sevel ul liamm a vignoniez pa vezer harzet gant pouezh an istor, ar bolitikerez?

Pezh a vez dedennus ivez d'eus ar film-se ez eo ne chom ket an aozour da bismigañ tu 'mañ tu o laret ez eo pe ar Zu pe an Norz an hini vad pe an hini vil. An aozour dre e istor hag e zoare filmañ ha ginnig ur sell a live denel.

An aktourien a vez dreist an holl en o roll, ne vez ket unan d'eus outo o c'hoari betek re hag o kemer un tu da zifenn. Chom a ra kement an istor pe an aktourien neptu, dirak un troc'h a 60 vloaz etre an dou Korea.

 

par Dishual publié dans : Filmoù
Samedi 20 janvier 2007

Breudeur dre gwad

 

Kentañ gwell: 2004

Kaset da benn gant:GANG Je-Gyu

Gant: JANG Dong-Geon, WON Bin

Film d'eus Korea ar zu

Doare: drama, brezel, istorel

pad a ra: 2h34min

Anv gwirion: Taeguki / Brotherhood of war

lec'hienn (où) evit mont pelloc'h:  www.sancho-asia.com/article.php3?id_article=1194.

An istor:


Ar film a gont deomp penaos ez eo bet cheñchet buhez daou vreur gant brezel Korea.

Kregiñ a ra e 1950, Jin-Tae, ar vreur brashañ ( JANG Dong-Geon) ha Jin-Seok, e vreur bihan (WON Bin) a zo paour met o vevañ en un doare evurus gant o mamm.Ar vreur brashañ a labour evel netaer botoù evit degas peadra d'ar familh en ur c'hortoz da zimeziñ. E vreur bihanañ a vez spi ar familh dre ma vez dreist e notennoù er skol.

Alas evito ar brezel a grog d'ar 25 a viz even 1950. An holl baotred a-us da 18 bloaz a vez ranket dezho mont d'ar brezel, an daou a vez neuze enrollet dindan baniell ar zu.

Enkrezet gant dazont e vreur, an hini brashañ a raio pep tra evit gellet dizenrollañ anezhañ. Met a dont a raio a-benn da dizout e fal hep kol e denelezh?

Pismigañ:

Ar film-se a zo bet degemeret en un doare delezus dre ar boan a zo bet lakkaet ennañ evit adober an emgannioù drastus a zo bet e-kerz brezel Korea. Tu 'zo gwelet anezhañ e doare ur "saving private Ryan" d'eus Azia.

An daou aktour a ya d'ober an daou vreur a zeu a-benn dre ur c'hoari difazi da zegas an enkrez hag ar feulster degaset en un doare dic'hortoz en o vuhez sioul dre an dagadenn komunour.

Feuls-tre eo ar film, ar brezel a zo filmet en un doare gwirion. Korfoù reuget, gwad o skuilhañ a-bep lec'h....Ur sell gwirion a c'hello bezañ betek re avit ar re yaouankañ.

Da notenniñ ez eo ar film, unan enep-komunour a-grenn. N'eus ket ur poent a-vad a vezo tu kavout en ur sellet dioutañ evit mont da zifenn ar gomunourien Norz korean. Evel just ne vez ket kinniget re ar zu evel tud dreist kennebeut, met goude bezañ e gwelet ne vijer ket entanet o kaout damant evit re an Norz.

 

 

 

par Dishual publié dans : Filmoù
Samedi 20 janvier 2007

 

Silmido

 

Kentañ gwell: 2005

Kaset da benn gant:Kang Woo-Suk

Film d'eus Korea ar zu

Gant: Ahn Sung-kee - Sol Kyung-gu - Heo Jun-Ho - Jeong Jae-Yeong - Kang Seong-jin

Doare: drama, brezel, istorel

pad a ra: 2h40min

Anv gwirion: Silmido

lec'hienn (où) evit mont pelloc'h: http://www.sancho-asia.com/article.php3?id_article=1252

An istor:

An 21 a viz genver 1968, 31 soudard d'eus an norz Korea komunour a zeu a-benn da dizout an ti glas (e-doare an ti gwenn ar stadoù-unanet) hag a glask muntrañ prezidant Korea ar zu.

Evit respont d'an taol-se e vez enrollet 31 "soudard" gant ar KCIA. Ar "soudarded"-se a zo holl tud kondaonet d'ar marv. Ar re-se a vezo renket er strollad 684 d'eus republik korea  ar zu. O pal a zo ar memes 'vit hini ar strollad komunour, dont a-benn da muntrañ prezidant an norz hag er mod-se da adunvaniañ ar vro dre an nerzh.

Pismigañ

Ar fed ma vije bet klasket da vuntrañ ar prezidant Park (prezidant Korea ar zu) gant ar gomunourien a oa anvezet mad gant poblañs Korea ar zu, met krouidigezh ar strollad 684 a oa chomet kuzh betek nebeut bloavezhioù 'zo. Aet eo 'maez ar film nebeut amzer goude manifestadegoù feuls a zo bet e Korea. E-kerzh ar manifestadegoù-se, nebeut ez-kommando a oa diskennet er straedoù evit goulenn da vezañ anzavet gant ar stad ha kaout ul leve soudard.

Ar film en d'eus graet berzh, gant 10 million a zud o welet anezhañ. Ar c'hentañ film Korean eo en dije graet kement a-berzh. 

Brav esplann eo kaoz ar film: tud feuls kondaonet d'ar marv (gwir anevaled) a glask adtapout o fazioù dre ur gefridi broadel. A-feur ma vez ar film o vont war raok ne oueir mui hag-eñ ez eo tud ken vil anezho pe tud kollet gant neud o vuhez. E-giz mab-den, ur meskaj d'eus an daou du eo etre brashañ mad ar muiañ niver hag ar brashañ mad personel dre nep doare.

Kinnig a reomp d'an holl da welet ar film-se rak ne vezo ket kollet o amzer d'e welet.

par Dishual publié dans : Filmoù
Dimanche 21 janvier 2007

Kaouenn Net, ul lec'hienn nevez e servij an holl

Laouen omp o kemenn deoc'h eo ganet www.kaouenn.net lec'hienn internet da vodañ enrolladennoù son ha video e brezhoneg.
Evit meur a abeg eo dibar al lec'hienn-mañ. Da gentañ e c'hall an holl sellet pe selaou an enrolladennoù hep na vefe ezhomm da bellgargañ netra.
Da eil e c'hall an holl kas un enrolladenn dimp da voueta Kaouenn Net hag e reomp ar pezh a zo ret evit lakaat anezhi en ur stumm ma c'hallo an holl he gwelet pe he selaou.
Mankout a rae un dra evel-se e brezhoneg rak evit ar wech kentañ e c'hallomp sevel asambles un diaz kleweled graet gant an holl hag az aio dreist d'ar bevennoù bro.
Pep hini ac'hanoc'h a c'hall kemer perzh oc'h enrollañ gant ur c'hamera bihan (kameskop), un iPod, ul lenner MD pe MP3, ul luc'hskeudennerez pe ur pellgomzer hezoug zoken. Kement tra zo displeget deoc'h war www.kaouenn.net
Profitañ a reomp evit ober ur galv bras war-du an holl pa vefent e Breizh pe er broioù pell, p'o defe c'hoant da enrollañ tud tro-dro dezhe pe da grouiñ o-unan un abadenn war un tem dibar, forzh peseurt danvez a zedennfe anezhe (lec'hel, etrebroadel, sonerezh, sport, sevenadurel, skiantel...) Liesseurtoc'h ha dedennusoc'h a-se e vo.
Trugarez da gas ar c'heloù-mañ tro-dro deoc'h.

Kaouenn Net un site internet au service de tous

Nous sommes heureux de vous annoncer la naissance de www.kaouenn.net site internet créé pour accueillir et rassembler des enregistrements audios et vidéos en langue bretonne.
Ce site est une réelle nouveauté pour plusieurs raisons. Premièrement tout le monde peut regarder ou écouter les enregistrements sans n'avoir rien à télécharger.
Deuxièmement tout le monde peut aussi alimenter le site en envoyant ses propres enregistrements, quel que soient leurs formats, car Kaouenn Net se charge de les transformer dans un format accessible à tous.
Cet outil manquait pour la langue bretonne : pour la première fois nous pouvons créer ensemble une base audiovisuelle accessible à tout le monde au delà des frontières.
Chacun d'entre vous peut prendre part à cette aventure en enregistrant avec une petite caméra ou un caméscope, un iPod, un lecteur MD ou MP3, un appareil photo ou même un téléphone portable. Tout est expliqué sur www.kaouenn.net
Nous en profitons pour lancer un appel à tous ceux qui, de Bretagne ou d'ailleurs où qu'ils soient sur cette planète, souhaitent enregistrer des gens autour d'eux ou créer eux même une émission originale, quel que soit le thème qui les intéresse (local, international, musical, sportif, culturel, scientifique...) . Cette vitrine de la langue bretonne n'en sera que plus variée et plus attirante
Merci de faire partager cette information autour de vous.
Dimanche 28 janvier 2007

Suzuka 

 anv gwirion : Suzuka
 bloavezh krouadur : 2005
 STUDIO : [STUDIO COMET
 doare : [c'hoarzh] [SPORT] [karantez ] 
 arzhour : [SEO KôJI] 
 niver a filmouigou ,  : 26 EPS 25 mins

An istor:

suzuka , a zo istor ur paotr (Akitsuki Yamato) genidik d'eus ker  Hiroshima.
dont a ra e Tokyo a ben ober studiou en ul lise evit ar sportourien.
Alas(pe eurusamant) e well ur plac'h moutig oc'h ober sport.
War an taol e tro da sod an aroz eus ar plac'h.(suzuka anv ar plac'h)
Goude se e za e touezh ti e eontr e lec'h m'emañ o vont da vevañ ur pennadig.
Aze e vez disklariet dezhañ emañ suzuka o vevañ er memes lec'h,
met ouzhpenn da-se ez eo he amezogez Akitsuki(bevañ a ra he en un appartamant just en he gichen!)

 
omp ali:
n'eo ket fall,dedenus eo , rak diskouezhet e vez amañ penaos e vez vevet e bro japan.
Dedenus eo dreist holl evit ar merc'hed.

evit mont pelloc'h:

http://www.suzuka-tv.com/

lec'hienn  officiel  Suzuka,e japaneg

http://www.tv-tokyo.co.jp/anime/suzuka/

lec'hienn tv tokyo e japaneg (produourien suzuka hag fruits basket dreist holl).

 

Lundi 29 janvier 2007
 

anv gwirion : Elfen Lied
bloavezh krouadur : 2004
STUDIOS : [VAP] [GENCO]
doare: [krizh]  [aon] [un tamm divisket]
arzhour : [OKAMOTO RIN]
skouerenn  : 13 EPS 25 mins
   



an istor:
Lucy, un diclonius (plac'h hag a c'hell ober traou iskis met dangerus tre evit ar re all,
 kroueet eo bet gant mab den),
dalc'het eo ar plach gant tud korvigellus.
aet eo kuit ar plac'h en ul lazhañ meur a den en un doare krizh tre.
an deiz war lerc'h , kotha ur paotr a kav anezhiñ noaz war an drezenn.
degas a ra anezhiñ en e di e lec'h m'emañ e genitervezh.
un nebeut amzer goude, tud eus an arme a klask anezhiñ e pep lerc'h....

omp ali:
KRIZH eo !!!
n'eo ket bet graet ar manga mañ evit tud dindan 16 bloazh.
ha end all ez eo ur manga dreist!



Lundi 29 janvier 2007












PROLOGUE

e penn kentañ ar millved nevez,
an dilabour en deus tizhet  15%. 800 000 studier ho deus nac'het dont er skol.
an tud gour ho deus aon:setu kroueet al lezenn BR (Battle royale)
se


lezenn Batlle Royale:


Article 1 - pal Battle Royale
Battle Royale a zo bet kroueet a benn krouiñ ur Broad labourus a du gant ar gouarnamant.

Article 2 - evit ar re a ra BR
BR bep bloazh e vez choazet ur c'hlas 3de, ar re se n'ho deus ket ar choas, bez e rankont emzelañ er programm mañ.
ne vo ket graet diforc'hiou etre an dud .

Article 3 -
holl an dud a ra BR ha rank lazhañ en ur bezhañ kalonek, en ur c'hoarzhin, hag ur bezañ tagus.

Article 4 -
n'esu ket tu direnkañ an dud a zo ho emzelañ d'ar c'hoari mañ.

Article 5 - c'hoantou ar justis:
n'esu ket tu mont en toull barc'h peogwir ez eus bet lazhet tud gant an den mañ mañ er programm.

Article 6 - ar "winner"
echu a ra ar c'hoariñ gant un ded bev nemetken.
n'eus ket tu ober mod all.

Article 7 - buhez ar "winner"
paet e vo dezhañ holl ar pezh en deus ezhomm paeañ en e vuhez.

Article 8 - kelenner-superviseur BR.
ez e rank ober e seurt evije drouglazet an holl war bouez ar "winner".

Article 9 - evit ar familhiou:
paet e vo dezho un "indemnite" evit ho bupel.


Article 10 - ma z'eus kudennou:
tu zo ober ar pezh a zo ezhomm a benn lazhañ an holl war bouezh ar "winner"











an istor:
ne vo ket lavaret muioc'h deoc'h!.








omp ali:

unan eus brasañ hag gwelañ film bet gwellet ganin.
A dra sur ez eo ur film krizh , met n'eo ket holl ar pezh eo ret sell er film mañ!






par Thrawn publié dans : Filmoù
Lundi 29 janvier 2007

City hunter








city hunter:
anv gwirion: City Hunter
  bloavezh krouadur : 1987 - 1991
  STUDIO : [SUNRISE]
  doare : [ACTION] [c'hoarzh] [un tamm divisket..]
  arzhour : [HÔJÔ TSUKASA]
  skouerenn : 140 EPS 25 mins


An istor:


e metro shinjuku(e tokyo) ez eo skrivet: "XYZ" war panel ar metro.an hini a skriv se , a zo unan ha goullen sikour
digant city hunter. enes a zo ur paotr hag a sikour an dud (nemet merc'hed!)
evit un tammm arc'hant.
e gwir anv a zo: Ryo Saeba ( alias Nicky Larson e galleg )
sikouret eo gant  Kaori Makumura. Kaori a zo c'hoar an hini a sikoure city hunter a raok.
city hunter a zo un den un tamm korvigelus met perverz en e labour(labour a ra mat!)
met dedenet eo un tamm re gant ar merc'hed!^^^^




omp ali:


dreist eo!!!!
kozh eo, (bloavezhiou 1980) met mangaoù evel-se ho deus kavet ho plas!!!!!!

notennaouig:


setu amañ listennad ar skouerennou:

Saison 1 : 51 eps de 1987 à 1988
épisodes 1 à 51
Saison 2 : 63 eps de 1988 à 1989
épisodes 52 à 114
Saison 3 : 13 eps de 1989 à 1990
épisodes 115 à 127
Saison 4 : 13 eps de 1991
épisodes 128 à 140
(Saison 4 ou City Hunter `91)



un heuliad a zo da city hunter, anvet eo Angel heart.
n'eus nemet 50 skouerenn, met ken dreist eo eget city hunter, met disheñvel mik.
graet eo evit tud gour hag ho deus dijañ gwelet city hunter!

 

 

Releases:

Releases

Prest da bellgargañ: 

-
[breiz Atao Fansub] Freedom_OAV 01 bzg

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_01 bzg 

- [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_02 bzg

War ar stern:  

->>>>>>>> [Breiz Atao Fansub] The Skull Man_03 bzg

deiziataer

Janvier 2007
L M M J V S D
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        
<< < > >>

kemenadennoù

Inscription à la newsletter
 
 
créer un blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus