Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Lorelei

Kentañ gwell: 2005
Kaset da benn gant: Shinji Higuchi
Film d'eus bro Japan
Gant: Koji Yakusho, Satoshi Tsumabuki, Toshirô Yanagiba, Yu Kashii
Doare: drama, istorel
pad a ra: 2eur

An Istor
E-pad pell z'eus bet kaoz d'eus ul lestr-spluj ispisial. Ken prim e oa ma ne oa ket tu e kas d'ar strad met emañ a gase an holl bigi enebour dezhañ d'an don vor. Hervez ar vojenn ar vartoloded a gleve ur ganaouenn araok bezañ distrujet gant o bigi. Ar vartoloded o devoa lezanvet anezhañ lorelei sorserezh ar meurvor Habask...
Omp Ali:
Lorelei a zo ur film Japanaat tremen a ra an istor e-pad an eil brezel bed. Bro Japan a zo bet taget gant ar c'hentañ bombezenn dec'hanel (atomek). Hiroshima a zo bet reuzet penn-da-benn, araok ma vize reuzet Nagasaki e vez roet urzh d'un ofiser d'eus ar morlu brezel da herzel an eil bombezenn.Roet 'vez dezhañ ul lestr-spluj ispisial profet da vro Japan gant an trede Reich: an I-507. Kement-mañ n'eo ket istorel evel just. Ijinet eo bet penn-da-benn gant an aozour. N'eus nemet un dra a vez gwirion a 100%: Lorelei a zo ur vojenn gwirion met tremen a rae war ar ster Rhin.
Ar film Lorelei en d'eus graet berz e bro Japan. E memes doare 'vit samourai komando da skouer.
Plijus eo da welet, cheñch a ra d'eus an doare da welet al listri-spluj bet roet deomp abaoe bloavezhioù gant ar sinema Amerikan. Kement tra (pe dost) a vez gwelet a c'hellfe bezañ gwirvoud (bet z'eus bet d'eus listri-spluj seurt-se 3 anezho, an i405 da skouer). Tost e chom an aozour d'eus an dudennoù, heuliet e vezont evel soudarded leal d'o pro met ivez evel tud bac'het gant o lealded hag o enor a gas anezho d'ar marv.

Black Lagoon
Titl: Black Lagoon
bloavezh: 2006
Studiooù : [Shogakukan prod.co] [madhouse production]
Doare: avanturioù, feuls
Aozour: Hiroe Rei
Tammoù: 12 tamm, 25 pep hini evit an heulienn gentañ. Kement all evit an eil.
Lec'hienn(où) internet evit mont pelloc'h:
al lec'hienn ofisiel: http://www.blacklagoon.jp/index_fla.html
Okajima Rokuro a vez ul labourer yaouank giz ma vez kavet e pep lec'h e bro Japan. E vuhez a zo tenner ha gouestlet nemetken da brashañ mad an embregerezh lec'h ma labour. Cheñch a raio kement-mañ pa vezo paket gant ur skipailh morlaerien a-vremañ.
Omp ali: Setu un dresadenn-vev Japanaat ha na blijo ket d'an holl. Feuls ha taer, kont a ra deomp penaos un den "normal" (Rokuro) a c'hell cheñch penn d'ar vazh en e vuhez evit bevañ avanturioù a-bep seurt. N'eo ket un heulienn bet krouet evit chom da soñjal dirazhañ. Lusket gant eskemmoù bollodoù, tarzhadennoù a bep-seurt, avanturioù ar paotr Rock (Rokuro) hag e gamaladed nevez a vez plijus da welet. An tresadennoù a vez brav esplann dreist holl a-fed endro an dudennoù.
Black cat Nnn 02+ Black Lagoon 01
Krog eo al labour war eil tamm an heulienn Black Cat. Met ouzhpenn-se ez omp krog mad gant un heulienn nevez is-titlet en Brezhoneg: Black Lagoon. Setu poltriji evit kinnig buan ha buan an heulienn nevez:




Banielloù nevez breiz atao



Adlabouret eo bet kentañ release breiz atao fansub. Setu neuze deut maez :[Breiz Atao Fansub] black_ cat_01v2 bzg! Adlabouret eo bet ar c'hara (opening hag ending), cheñchet ar skritur. An tu a zo deoc'h d'e bellgargañ [Amañ].


