Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Saburo Sakai

poltred: Saburo Sakai gant e sabrenn, ar blenier kirri-nij samourai.
Saburo Sakai (1916-2000) a oa ur blenier kirri-nij Japanaat pad an eil brezel-bed. Laret vez d'eus outañ oa un As rak tizet n'eus muioc'h 'vit 5 karr-nij brezel enebour. Saburo Sakai a zo ganet e bro Japan, e Saga d'ar 25 a viz eost 1916. E familh a zo anavezet evit bezañ diskennad d'eus ur remziad Samourai, met a veve d'eus labour an douar. Da geñver ar studioù ar paotr Saburo n'eo ket gwall entanet.
D'an 31 a viz mae 1933, oadet a 16 bloaz, Sakai a ya da vartolod brezel. Da gentañ vezo implijet vel kanoler war ar vag Kirishima betek 1936, bloavezh lec'h ma vezo degemeret en ur skol 'vit bezañ blenier karr-nij. Daou wech en d'eus c'hwitet an arnodenn 'vit bezañ degemeret met tapout a ra memestra e diplom e 1937, hini ar blenerien kirri-nij war vourz un douger kirri-nij. kentañ ez eo d'eus e c'hlasad. Kregiñ a raio mare ar brezel-nij evitañ pad ar brezel chino-japanaat etre 1928-1939, eno vezo gloazet. Goude kement-mañ choaz a ra da nijal war ar c'harr-nij mil anavezet an hini Mitsubishi A6M "zero" ha kenderc'hel a ra gant ar brezel enep China.
Adal penn-kentañ ar brezel ez eo kroget etre Sakai hag an ofisourien ur brezelig dreist-holl a-fed gouzout petra vez tu d'ar blenerien kirri-nij, soudarded
simpl anezho d'ober pe get. Sakai a ro an tu d'e genseurted da vutuniñ pezh a zo difennet rik, reiñ a ra urzh d'unan anezho da laerañ boued an ofisourien ...
E-kerzh ar c'hentañ emgann a-enep ar Chinaiz, Sakai a dizh ur c'harr-nij enebour met dre ma z'eo bet a-enep anholl urzhioù ez eo lañgachet gant e ofiser e plas bezañ anavezet e
drec'h.
Goude ma vize kroget ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, kemer a ra perzh e tagadenn ar Filipina.E 1942 ez eo kaset e Tarakan, e Borneo, kemer a ra perzh en emgannioù an Indez Izelvroat. Dont a ra a-benn da dizhout 13 karr-nij enebour araok ma vize klañv. Goude tri miz ez eo adarre war an tachennoù emgann, e strollad-nij an is-letanant Junishi Sasai er Ginea-nevez.
D'ar 7 a viz eost 1942 ez eo gloazet e-kerzh un emgann a-us da Guadalcanal, koll a ra eno e lagad dehou. Dont a ra a-benn memestra da zistreiñ gant e garr-nij goude ma vize bet kontet evel marvet.Chom a ra stanket en ospital 'vit 5 miz, ret vo dezhañ bezañ operataet pad hir amzer hep louzoù.
Tremen a raio ur bloavezh da gelenner vit ar skolidi brezel war ar c'hirri-nij . E miz ebrel 1944 ez eo kaset e strollad-nij Yokosuka hag a zo bet lakaet war tachenn emgann Iwo Jima. Ne c'hell
ket nnijal pad pell met tizout a ra memestra pevar enebour.
E-kerzh an eil brezel-bed, ar blenier kirri-nij Saburo Sakai en d'eus distujet 64 karr-nij enebour, an darn vrashañ anezho o vezañ Amerikan. Anavezet ez eo ivez evit bezañ unan d'eus an tri blenier nemetañ d'eus e strollad-nij orin da vezañ chomet bev betek fin ar brezel
Goude ar brezel, Saburo Sakai en d'eus kuitaet an arme gant an titl a letanant. Bet eo bet penn-bras un embregerezh moulañ. Bet eo bet ivez da weladenniñ ar Stadoù-unanet lec'h ma n'eus kavet an tu da gejañ gant e enebourien gozh.
Saburo Sakai a zo marvet d'eus un taol-kalon d'an 22 viz here 2000 e-pad un emvod d'an aerborz-vor Atsugi.

Arzour:Ken Akamatsu
Studio:Tv Tokyo
Bloavezh Krouadur:2005
Doare:Karantez,met dreist holl c'hoarzh!
Niver a zamm:24+2bonus

An Istor:
Keitaro Urashima a zo studier ,20 bloazh eo.
C'hoant en ije bezañ aotreet da studiañ e Tôdai (Skol veur Tokyo)
dre ma n'eus prometeet d'ur plac'h e z'afe e Tôdai gantiñ....
Alas , n'eus ket muiñ sonj eus he anv ?

Hor ali:
9.5/10 , un dudi!
Ma ne sellit nemet ouzh skeudenoù kentañ Love Hina,
e c'hellit soñjal n'eo nemet un heulienn evel unan all,met eruzhamant , n'eo ket-se!
Ouzhpenn-se,e c'hellit kaout anezhañ e Doare manga ma ne blij ket deoc'h e doare "Anim"
Feiz tudoù
Abaoe ur pennadig ne oa nevezinti ebet war al lec'hienn. Na rit ket biloù kement-mañ a vez kaoz d'ar vakañsoù ha d'al
labour. A-benn ar sizun-mañ e adkrogo ar skipailh breiz atao fansub da gregiñ 'barzh.
Vit hiziv z'eus bet lakaet poltriji nevez a vez tu deoc'h lakaat da foñs skramm.
Chom a ra neuze war ar stern eil tamm an heulienn Black Cat, trede tamm an heulienn The Skull Man, kentañ tamm an heulienn Seto No Hayanome.
Ouzhpennet e vezo ivez un nebeut A.M.V ha klipoù sonerezh japanaat da bellgargañ pe e streaming, hervez.
Setu,'vit klozañ ur skeudenn d'eus Ah! My Godess:

Arzour: Tôru Fujisawa
Titl: GTO
Niver a zamm : 25 (e levrioù) pe 43( e heulienn)
Editour gall : Pika
Priz : 6,95 € pe evit an heulienn 19.90€ (an tamm kentañ)

An istor:
Eikichi Onizuka ,ur paotr fall, 22 bloazh, paotr yaouank kozh,a zo tizhet gant ar c'hoant da kellenn,
e huñvre eo met kudennoù a zo:
►Dont a ra eus ur skoll veur didalvoud....
►Ur yakuza pe tost e oa(e gwir ur bosozoku)
►Devezh e arnodenn evit bezañ kelenner, tapout a ra un den a oa o sellout ouzh penn a dreñv ur plac'h,neuze skeiñ a ra anezhañ,siwazh , an den mañ a oa isrenner ar skol e lec'h m'en devoa c'hoant mont da kelenn....
ne lavarimp ket muioc'h diwar benn an istor!

Ur sell spisoc'h war an heulienn
GTO(Great Teacher Onizuka)
a zo un heulienn farsus ,met ret eo mont pelloc'h eget ar sell kentañ,
An istor, ur paotr yaouank a zeu da gellenner , a ziskouezh an doareoù kellen e bro Japan,
' lec'h ma 1% al liseidi a za d'en em drouglazañ;
Gwellet e vez ar "Stress" a zo gant al liseidi Japanaat....
Diskouezhet e vez ivez deomp ar gellenerien a zo o "profitañ" eus o plas kelenner,
met ivez eus familhoù rivineet en ur Bro modern e lerc'h ma ne c'helloc'h ket seblantout paour ....
Hor ali
un Heulienn dispar, unan eus ar c'haerañ!
10/10,
allas ne vo ket a heuliennoù nevez eus GTO...

trugarez bras de breiz fansuber , rak eñ eo an hini 'n eus graet!



