Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Blue Gender
Blue Gender a zo un tresadenn-bev Japanaat, 26 tamm a ya d'ober anezhañ. Krouet ez eo bet gant Ryōsuke Takahashi, bet skignet war ar skinwell gant ar chadenn TBS etre 1999 ha 2000.
E bro C'hall ez eus tu d'e brenañ da Déclic Images, skignet eo bet 'vit ar wech kenta~war ar chadenn NRJ 12 e ganver 2006.
Titl: Blue Genderbloavezh: 1999-2000
Studiooù : [AIC]
Doare: avanturioù, feuls, skiant faltazi
Aozour: Masashi Abe; Ryousuke Takahashi
Tammoù: 26 tamm.
Sonerezh: Kuniaki Haishima
Lec'hienn(où) internet evit mont pelloc'h: www.bluegender.com/
An istor:
En dazont, ur paotr Yuji Kaido a vez tizet gant ur c'hleñved na vez ket tu da bareañ. Lakaet e vez neuze da gousket gant harp ar skiant. Bloavezhioù war lec'h, pa zihun ez eo kemet penn da benn an douar. Ur re anevaled nevez ar "Blue" a vez mestr war an douar. Darn vrashañ ar boblañs a zo marvet, kement aozadur denel a zo bet distrujet. Evit treuz-vevañ, mab-den en d'eus krouet ur ger en egor: Secound Earth. Adal secound Earth e vez klasket gant an dud diwezhañ da adkemer an douar d'ar re "Blue". Goustadik e kompreno Yuji ez eo eñ hag ar re lakaet da gousket, ar re "Sleepers" o vezañ spi diwezhañ mab-den.
Omp ali:
Evit ar re o dije lennet al levr "Starship Troopers, stered war o renk" gant Robert Heinlein e vezo anat al liamm etre an heulienn Blue Gender hag al levr. Emgannioù etre robotoù brezel bleniet gant tud a-enep anevaled, ar gwad o strinkañ a-bep eil, an aozadur soudardel roet d'ar gevredigezh,...An heulienn a ya pelloc'h memestra pa glask reiñ un tu "deneloc'h" d'an istor. An dudennoù na vezont ket holl mekanikoù muntrañ gant ur pal nemetken d'o buhez: lazhadegañ an enebour. Kalzig tudennoù a vezo kavet en heulienn, met anat eo rak an niver anezho o vervel a vez uhel tre. Setu amañ ur poent dreist d'an heulienn Blue Gender hag a ro ul lañs dibarr d'an arvester hag a vez o vont gant an istor: pep tudenn a c'hell mervel forzh pegoulz, dreist-holl pa ne vez ket anat hervez endroadur an istor.
Piv a c'hell bezañ dedennet gant an heulienn Blue Gender? D'ar re a vez plijet gant an emganioù robotoù, ar feulster hag ar gwad (pe ar skrij) anat eo. Met plijout a raio ivez d'ar re a fell dezho mont etrezek ur bed dic'hastet lec'h ma vez kavet an tu da welet mab-den en e doare simplañ: pa vez o klask treuz-vevañ.

Niver a zamm: 6
Anv gwirion : Freedom - Freedom
Studio : Sunrise, 2006,
arzour: Shuhei Morita

Synopsis :
2041 : kentañ trevadenn mab den war al loar
d'ar mare se e eru ur gudenn war an ouar, anvet eo vet CRISIS ar mare mañ
2267 :Takeru ur grenard a za da ober redadeg

setu, choazet eo bet e vije an heulienn mañ an hini a zeu evit breizh-atao fansub
!


muioc'h eget echu,
tardet hon eus gant the skull man,
kavet am eus dipitus an heulienn mañ....
Setu perak e vo choazet un heulienn nevez ganeomp!
Jules Brunet
Ganet e 1838 e Belfort ( bro c'hall), marvet an 12 a viz eost 1911.
Jules Brunet a zo bet ezel d'eus al lu gall. Kaset ez eo bet evel gourdoner e bro Japan. E gefridi a oa neuze da zeskiñ d'ar soudarded Japanaat penaos implij ar c'hanolioù. Kement-mañ a-benn modernaat lu ar Shogun Yoshinobu Tokugawa e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavadeg Meiji.

Soudarded gall (gourdonerien brezel anezho) ha soudarded Japaniz (Samourai anezho) en 19vet kantved.
Goude ma vije bet trec'het ar Shogun, setu ar soudard gall o kuitaat diaotre al lu evit kemer perzh en emsavadeg enep ar gouarnamant impalaeriel. Jules Brunet a zo un dudenn istorel gwirion en deus roet mennozh ar film Amerikan " Ar samourai diwezhañ" (film gant Edward Zwick, 2003).
Barzh ar film mil anavezet, Tom Cruise a zo ur gourdoner Amerikan o reiñ e teskadur d'al lu implaeriel a-benn flastrañ ar re Samourai chomet feal d'ar Shogun. "Ar samourai diwezhañ" a zo bet un den gwirion met gall e oa eñ.

Vel Nathan Algren, aroz ar film gant Edward Zwick, Brunet a zo kabiten anezhañ, implijet a-benn modernaat al lu Japanaat e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavidigezh Meiji (1868). Vel Algren, Brunet a stourmo a-enep lu an Impalaer 'pad ar brezel diabarz. Ur wech c'hoazh ar film a chom gwirion a-walc'h rak Brunet na varvo ket e-pad ar mare drastus-se ha dreist-holl goude marv an holl d'eus e "skolidi" Samourai anezho.
Pezh a vank alas er film (memestra) ez eo an taol kleze en dour kaset da benn gant Brunet 'vit krouiñ ur "republik" dieub e Hakodate, war enezenn Hokkaido. Al lec'h-mañ a vezo an hini diwezhañ o stroum a-enep an Impalaer, ar re leal d'ar shogun Yoshinobu Tokugawa a vezo flastret en un doare kriz.
Dianav pe dost e bro c'hall, Brunet a zo bet un dudenn dreistordinal: soudard, graet politeknik gantañ met arzour a zoare war ar memestro (livour). 
Araok bezañ kaset e bro Japan, kemeret en doa perzh e brezel Meksik gant soudarded Maksimilian. Anvet da gabiten e 1867, pa ne oa ket 30 vloaz anezhañ c'hoazh, choazet eo da gelenner 'vit soudarded lu bro Japan. Gant urzh ar Shogun, savet z'eus bet 7 rejimant a-fed troadegiezh, ur strollad marc'hegerien brezel ha 4 strollad kanolerien, en holl 10.000 a dud. Ar Saozon hag an Amerikaned a roio harp d'ar re enep gall en ur gelenn lu an Impalaer Meiji.
Pa vezo trec'het ar Shogun Tokugawa ha pa rento ar galloud d'an Impalaer fin 1867, kefridi ar c'hallaoued a vezo kaset da get. En un doare ofisiel, bro c'hall na gemer ket perzh ebet ken er brezel diabarzh. Lod d'eus ar strollad kelennerien brezel anezho a choaz da chom gant o skolidi, evit reiñ harp da lu ar "bakugun", ar re Samourai diwezhañ o vezañ leal d'ar Shogun
Talvezout a ra ez int dizertourien d'eus al lu gall, Brunet a skriv neuze d'an Impaler gall Napoléon III evit displegañ e choaz: " Choazet da vervel pe da genderc'hel da reiñ harp d'an interestoù gall er vro-mañ". Ur gorventenn a drec'ho vit ul lodenn vras anezho, ar re leal d'an ez-shogun e fin 1868. Kaset ez eo d'ar strad bigi al lu.
Brunet a dec'h e Hakodate, war enezenn Ezo, gant amiral ar vorlu brezel Takeaki Enomoto hag un nebeut gallaoued. Eno, Enomoto a zo anvet da brezidant republik dieub Ezo. Na bado nemet 6 miz ar republik.
Nerzh enebiñ ar re Samourai d'an Impalaer a vez o vont da get gant ar bloavezh 1869. Troadegiezh an Impalaer a zilestr e Hakodate. Bombezennet adal ar mor hag an douar, riset eo enebourien an urzh nevez. Kuzhet en ul lec'h-kreñv doare Vauban, an 800 Samourai diwezhañ a vez rediet da baouez an emgann d'an 30 a viz even.
Brunet n'eo ket chomet da c'hortoz trec'h lu an Impalaer, tec'het eo gant ur vag gall. Ar gouarnamant nevez a c'houlenn e vije bac'het, met goude un toullad taolioù-dreist setu Brunet distro e bro c'hall. Barnet kondaonet ez eo evel dizertour met en un doare sioul. Kuitaat a ra al lu gall e fin 1869.
Kemer a raio perzh en-dro e brezel 1870, prizoniet e vezo gant ar Brusianed e Metz. Kemer a ra perzh e emgann ar C'humun. Kuitaat a ra al lu Gall evit ar wech diwezhañ gant al live a jeneral.
" Ar Japaniz a anavez Brunet, gouzout a reont ez eus bet un nebeut gallaoued e Hakodate, ez eus bet roet gant ar frañs e harp d'ar Shogun diwezhañ", a lar Kristian Polak ur gall o chom e bro Japan.
Skipailh ofiserien gall, gant brunet, prest da loc'hañ 'vit bro Japan.

Musashi Miyamoto
Musashi Miyamoto pe Takezō Shimmen d'eus e anv gwirion (Miyamoto o vezañ anv ar geriadenn lec'h ma z'eo ganet. Musashi un dore da lenn ar re idegrammoù)
Ganet e 1584, marvet an 19 a viz mae 1645.
Bez eo unan d'eus ar re Japanaat anavezetañ er bed, bez eo ivez klezeour brudetañ bro Japan.
a) Buhez
Kroget en d'eus Miyamoto Musashi gant an emganioù daouder d'an oad a 13 vloaz. Ar wech kentañ e vo dezhañ da lazhañ unan bennak (a-enep Arima Kihei e 1596). Oadet a 17 vloaz kemer a ra perzh e emgann Sekigahara (1600). An emgann a velo an trec'h o vont gant lu Ieyasu Tokugawa goude marv Hideyoshi Toyotomi. Musashi a oa e lu Toyotomi, chom a ra 'vel marvet war an tachenn emgann.Betek ma vije oadet a 29 bloaz e gemero perzh e 60 emgann daouder, an niver brashañ anezho en ur vezañ armet gant ur Bokken ( ur sabrenn e koad, implijet gant ar re Samourai evit gourdoniñ). Ar met ez eo neuze gant ur Bokken a-enep sabrennoù gwirion (Katana).
An emgann daouder diwezhañ a vezo kaset da benn gant Musashi (an hini brudetañ) a vezo d'an 13 a viz ebrel 1612, a-enep brashañ sabrenner bro Japan Kojirō Sasaki. Ur wech c'hoaz e vezo trec'h war e enbour. Implijout a raio ur Bokken vras, hervez a vize bet kizellet 'barzh roeñv ar vag en doa servijet da zegas an daou sabrenner war enezenn Funa., Goude-se e paouez gant an emganioù daouder ha kemer a ra ur garg nevez hini penn-bras ur rann d'eus lu an Aotrou Ogasawara. Kemer a raio perzh e sez kastell Hara e 1638, 'pad emsavadeg ar Gristenien kaset gant Shirō Amakusa.Oadet a 59 bloaz (1643) setu Musashi loc'het trezek menez Iwato, lec'hiet e-kichen Kumamoto. Eno e vev en ur vougev, hini Regandô. Kaset en d'eus gantañ un daol-skrivañ, d'an 10 d'eus an dekvet miz ez eo krog da skrivañ al levr Gorin no sho.
b) herez
Krouet en d'eus ivez ur skol emgannata ('vit deskiñ implij ur sabrenn) pe "ryū" a vezo anvet skol an daou sabrennoù (Niken ryū), ha goude-se skol an daou oabl (Niten ryū). Pezh a zo dibarr ez eo an doare emgannañ, an doare gant daou sabrenn war ar memes tro. Alas ne voe ket gwelet mat gant an Impalaer, e doare amgannaña vezo kollet 'vit an darn vrashañ anezhi.
Hiziv an deiz ez eus c'hoaz d'eus e skol, an deskiñ a zo kaset da benn gant ul lignez a vistri hag a zo diskennidi deskibien Musashi. Ar skol-se a zo an Hyōhō Niten Ichi-ryū ( "Skol an daou oabl").
Kavet e vez ivez skolioù all gant al lostger Niten Ichiryu met en un doare ofisiel ne vez liamm ebet etrezo hag herez gant ar skol Hyoho Niten Ichiryu.
Musashi a zo anavezet ivez evit bezañ skrivagner ul levr strategiez ar Gorin no shō pe levr ar pemp rodoù skrivet pa oa oadet a 60 vloaz. E fin e vuhez e chomas sioulig 'barzh e vougev, sevel a ra ur pell-sell d'eus e vuhez. Adal kement-se e sav "lezennoù"a c'hell bezañ implijet kement 'vit an emgann daouder pe 'vit an emgann niverusoc'h, pe 'vit ar vuhez pemdeziek. Ar pemp "rodoù"a zo ur skeudenn d'eus ar pemp estaj a ya d'ober ar savadurioù marvel Boudeek (gorintō), ar re-se o vezañ ur skeudenn d'eus ar pemp elfenn diazez Japanaat. Neuze 5 tamm a ya d'ober al levr :
- An dour: Nerzhiañ e gorf hag e spered
- An tan: Kadoniezh ( strategiezh brezel) evit an emgannioù daouder hag an emgannioù niverusoc'h.
- An avel: burutelladur ar skolioù emgannata all
- Ar goullo: Sevel ur soñj d'eus mennad ar re Samourai. Ar goulloder a zo ur pal da dizout 'vit ar re Samourai, un tem pouezus eo 'vit ar budō.
Al levr a zo bet implijet 'vit an doare da gas an aferioù e bro Japan. Implijet 'vez dreist-holl 9 frazenn d'eus outañ:
1. Stourm a-enep ar soñjoù hudur.
2. Krouiñ ha nerzhiañ e hent/spered dezhañ e-unan en ur labourat e unan penn.
3. Labourat war an holl arzoù, chom hep bezañ stañket war unan nemetken.
4. Deskiñ ha mestroniañ hent/spered an holl micherioù ha chom hep bezañ bac'het war unan nemetken.
5. Gouzout gwelet ar mad hag ar fall a c'hell bezañ degaset gant kement tra.
6. Forzh pese mare pe stad a vije, deskiñ implijout e varn dre santout.
7. Gouzout dre anien da welet kement tra, memes ma vez kuzhet deomp.
8. Diwal mat, d'ar munudoù.
9. Chom hep koll amzer 'vit traou didalvoud.


