Da gentañ
En ur vezañ dedennet mat gant an danvez sevenadurel Aziat hon eus bet tro da bellgargañ un toullad mad a dresadennoù-bev bet lakaet en galleg. Ar c'hoant a oa savet ennomp d'en ober ivez met en Brezhoneg ar wech-mañ.
Tu 'zo deoc'h pellkargañ danvez a-bep seurt dindan an doare direct download pe DDL:
->ar Releases gant skipailh Breiz Atao Fansub (pe sellet anezho e streaming)
-> Ar re A.MV
-> ar re O.S.T
Evit aeshaat ar pellkargañ implijit Free Download Manager
Setu ur radio 'vit gellout selaou sonerezh pa vezer war al lechienn:
Trugarez da chom hep laerañ al liammoù evit ho lec'hienn, goulenn a ra kalz amzer da lakaat an dafar war ar rouedad.
Merci de ne pas voler les liens pour votre site. L'upload est un long travail, respectez le.
Displegadenn: An
istitlañ
Da gentañ holl evit istitlañ vel ma vez graet gant ar skipailh Breiz Atao Fansub, ret eo kaout un nebeut dafar a vez aes da gavout hag a vez digoust ouzhpenn-se.
-Vel meziant da bellgargañ an danvez Raw pe filmouigoù e vezo implijet Bitspirit
-Vel meziant d'an istilañ (d'an istitlañ nemetken) e implijomp Medusa.
-Vel meziant d'an enkodañ e implijomp Virtual Dub
-Un doser bihan evit gellout istitlañ hag enkodañ digudenn Virtual Dub Mod Evit kregiñ gant an istitlañ ur wech staliet ar meziantoù, ret e vo deoc'h kaout ar filmig o peus c'hoant da istitlañ.
Graet e vez Raw d'eus ar filmig rak ne vo kavet warnañ istitladur ebet, diwalit mat da gaout unan gant ur son 128KBPS pe ouzhpenn rak kollet e vez d'eus ar son orin dre ma vez adlabouret ar filmig. O kaout ur filmig gant ur son fall adal ar penn-kentañ, e vezo kavet unan gant ur son fall-put a-benn ar fin... Evit kavout tammoù heuliennoù Japanaat anezho e aliomp ac'hanoc'h da vont war L33 raws. N'eus ket ezhomm d'emskrivañ warnañ. Evit pellkargañ an danvez Raw e vezo implijet ar meziant Bitspirit, gellout a ra padout pell araok kaout ar filmig hervez ar ment a ya d'ober anezhañ hag an niver a dud o eskemm an dafar. Aliañ a reomp ac'hanoc'h da bellgargañ d'eus ar re neveshañ evit chom hep koll amzer war ar fed da gaout ar re raws ( Etre 13 ha 26 tamm dre heulienn, betek 400 mo dre tamm evit ar re brashañ...).
A] Da gentañ holl: Kaout ur Wav
Wav: Wave form audio format, o vezañ un doare enkodañ aes da lenn gant an holl meziantoù.
-Digorit ar filmig 'raw) gant virtualdub. Choazit Audio -> Full processing mode. Choazit Kemmañ pe "conversion" ha lakait war mono kement-mañ war an Audio evel just. Grit ok.
Ur wech echu gant kement-mañ ret eo enrolañ, kit war enrolañ ar Wav "Fichier" ha goude save Wav... Kemer a raio etre 30 ha 40 segondenn evit un tamm a 24 munutenn, ar Wav a vezo kavet lec'h m'o peus enrolet anezhañ.
Setu bremañ ganeoc'h ar Wav ha setu echu vit ar mare gant ar meziant Virtualdub, prest oc'h da gregiñ gant an istitlañ pe ar fansub.
B] Da eil : istitlañ gant Medusa
Digorit Medusa, ur wech graet, grit "timing" ha choazit "Timing from wav file". Grit "open" ha kargit ar Wav hag a zo bet enkodet gant Virtualdub. Un tres doare ur wagenn ( pe meur a re diouzh renk 'vit gwir) a vezo neuze tu gwelet war ur skramm d'eus ar meziant, setu karget ganeoc'h ar Wav pe ar son a vez tu klevout war ar filmig a fell deoc'h istitlañ. Tu 'zo deoc'h kemm anezhañ 'vit brashaat pe bihanaat anezhañ hervez o c'hoant (hag o re daoulagad...). Ur zoom aes da implij a vez tu kavout. Adal bremañ ez eo krog mare an istitlañ. Evit gellout mont gant ar son lec'h ma blij deoc'h, implijit ar re bountoun: "Play", "stop", "forward", "rewind",...Gwell e vezo deoc'h implij ar bountoun "Play Selected", hag a vez unan na lenn nemetken ar tamm Wav choazet ganeoc'h, resisoc'h ez eo.
Penaos neuze choaz an tamm Wav a blijfe deomp lenn hag an tamm-se nemetken?
Aes eo, gant klikañ gant bountoun kleiz o logodenn e vez choazet ganeoc'h pann kentañ an tamm a fell deoc'h lenn, gant an hini dehou ar fin.
Gant ar boaz e vezo aes kenañ deoc'h da lammañ a damm da damm. Setu choazet ganeoc'h an tamm a fell deoc'h istitlañ. Biken ne vezo choazet rik penn kentañ ar frazenn da istitlañ, rak biken ne vezo lakaet an istitladur araok ma vefe kroget gant an dudenn da gomz. Evel just ne vezo ket memes mod 'vit pa vez echu gant an dudenn da gomz, rak amañ e vezo choazet ar resishañ posubl. Ur wech echu ez eo bet choazet o tamm da istilañ, deoc'h da lakaat ar frazenn a zere.
Klaskit bepred da vezañ an tostañ d'eus pezh a lar an dudenn met, hep disoñjal ez eo ret choaz ur re geriooueg komprenus gant ar brashañ niver. Ur gudenn all a vez hirder o frazenn, na zisoñjit ket ez eo da lenn, neuze ez eo ret a-wechoù d'ober un troc'h evit bihanaat ar frazenn 'vit ma chomfe lennapl d'an neb a sell d'eus o labour. A-wechoù evit an notennoù displegañ lakaet ouzhpenn d'ar gaoz gant an dudennoù e vezo alas ret d'an neb a sell da lakaat ur poz war e skramm evit gellet lenn. Amañ ez eo d'an hini a sell da gompren ez eo evitañ ez eo bet ouzhpennet an notennoù, an hini a vez bet o istitlañ n'en d'eus ket ezhomm diouto.
Sur ez oc'h d'eus an taol, o frazenn a vez rik gant an amzer. Pouezit war "Grab Times", pe pouezit war bountoun "Enter" o touchennaoueg. Grit "Play Selected", evit bezañ sur n'o peus graet fazi ebet gant istitladur o frazenn. Darn an amzer ez eo ret deoc'h selaou meur a wech an tamm Wav evit bezañ sur ez eo rik, evit en ober vel laret a-us e vezo implijet ar vountoun "Play Selected". An diaeshañ a vezo da vezañ rik war fin ar frazenn, amañ e vezo implijet ar vountoun >] evit selaou un hanter segondenn araok fin an tamm o peus choazet da istitlañ war ar Wav. Ret e vo deoc'h en ober meur a wech evit pep linenn istitlet ganeoc'h a-benn kaout ul labour propik.
Evit klozañ
Medusa hervezomp a vez ar meziant aeshañ da implij, hag ouzhpenn-se an hini
resishañ a fed an istitlañ. Betek hen n'hon eus bet kudenn ebet gant ma z'eo bet implijet ganeomp, biken ne z'eo paouezet a greiz holl pa oamp o labourat gantañ. Al labour istitlañ na vez ket
aes, ret vo labourat kalzig araok dont a-benn da implij en un doare aes Medusa, pe ur meziant all doare Substation Alpha... Ur wech echu al labour e weler e talvez ar boan da implij seurt
binviji, rak forzh piv a c'hell istitlañ memes ma ne z'eo ket mailh anezhañ a-fed kompoder.
Ma sav ur gudenn gant unan bennak dre ma n'eo ket sklaer
a-walc'h an displegadenn pe ma fell deoc'h eskemm war danvez al lec'hienn pe c'hoazh war danvez sevenadur Azia kasit un e-bost da dishual@hotmail.fr pe da
thrawn5@hotmail.fr.
par Dishual
publié dans :
Fansub

Ganet eo an 13 a viz Here 1982 e Kyoto.
Bevet he deus en ur familh paour raz ,
klasket he deus kaout arc'hant evel ma c'helle ,
da gentañ gant baby sitting, me he c'hoarezed n'o doa ket a walc'h da zebriñ Gant kemen se ...

E memes doare eget Ayumi Hamasaki he deus kroget da gounit arc'hant gant he c'horf en ur ober ar Pin up,
buhan e teu unan eus ar re brudetañ e Japan,
hag setu amañ an "Turning point" e vuhez,
ur choaz a zo ganti ;
Chom ur plac'h n'a gounez ket kennn fall e vuhez ,hag a c'hell bouetañ e familh (mamm , hag c'hoarezed) pe klask un tu all da gounit kalz arc'hant...

Choazet e vo ganti an eil doare,
kregiñ a ra da kanañ,e vuhez a zo kreñv tre evit ur plac'h japanat ,
managerieu a zo bepred tro dro dezhi ,
met nac'hañ a ra bepred bezañ skoazelet gant seurt tud,
rak tu zo koll tro dro 85% ar pezh a ranker gounit peogwir ho peus ur kontrat (evel Ayumi hamasaki ...).

Kregiñ a ra buhan ,
da gentañ e ra div ganaouenn evit ar c'hoari Final fantasy,
setu penaos e vo anavezet e Japan,
hag goude e kanv evit ur film (Cuty Honey).
Abaoe ar mare mañ ez eo he ur c'hanerezh brudet,
met n'eo ket evel ar re all , e c'hlipou a zo doare amerikan (kanet he deus meur a wech gant Fergy eus black eyed peas).
Hag evit lavar ar wirionez , he c'hlipou a zo "reizhelé ma wellit ar pezh m'eus c'hoant e lavar ...
A hend all ez eo gwir e kann evel un doue ....

He lerc'hienn e Japanaat (evit ar c'hamikazed ^^)
par Thrawn
publié dans :
Ost/sonerezh

Ur c'hanerezh japanaat ^^
Adarre !
Pegen Iski an hini mañ!,
Otsuka Ai a zo ur gwir Idolu (graet e vo ur pennas war an idolu-mania benn nebeut :D)

Ganet eo Ai an a viz Gwengolo 1982 ,
Kroget he deus da ganañ tro dro 2003 gant he c'hentañ single
"momo no hanabira."

an 3 brasañ kanerezh eo e bro japan e keñver an niver a bladenn gwerzhet,
bez ez eus bet graet 5 pladenn gantiñ.
An 3 kanerezh brasañ Japan a zo en urzh Koda Kumi,Ayumi hamasaki,hag Otsuka AI,
met benn nebeut e c'hellfe he bezañ an eil !

Seblantout a ra bezañ ur gwir stereotip,
hag n'eo ket faos!
Graet eo bet e seurt (gant he broduktourien) e wiche he bepred gwisket evel ur plarc'h kentañ derez ha benn bezañ evel ur plac'h doare manga,
"The Japanese dream" ....

He bladenn divezhañ a zo anavezet dindan an anv "Love piece".
Evit gwir , n'on ket re desachet get seurt sonerzh,
gwir eo ,ez eo he brav tre met setu tout ...
Kanañ a ra faos,hag e doare sonerezh a zo re sioulig..
Da eo deoc'h gouzout ez eus bepred ul lapin ganti (Kaaawwwwaaaiii)
He lerc'hienn internet (e Saozneg ^^)

Otsuka Ai a zo ur gwir Idolu (graet e vo ur pennas war an idolu-mania benn nebeut :D)

Ganet eo Ai an a viz Gwengolo 1982 ,
Kroget he deus da ganañ tro dro 2003 gant he c'hentañ single
"momo no hanabira."

an 3 brasañ kanerezh eo e bro japan e keñver an niver a bladenn gwerzhet,
bez ez eus bet graet 5 pladenn gantiñ.
An 3 kanerezh brasañ Japan a zo en urzh Koda Kumi,Ayumi hamasaki,hag Otsuka AI,
met benn nebeut e c'hellfe he bezañ an eil !

Seblantout a ra bezañ ur gwir stereotip,
hag n'eo ket faos!
Graet eo bet e seurt (gant he broduktourien) e wiche he bepred gwisket evel ur plarc'h kentañ derez ha benn bezañ evel ur plac'h doare manga,
"The Japanese dream" ....

He bladenn divezhañ a zo anavezet dindan an anv "Love piece".
Evit gwir , n'on ket re desachet get seurt sonerzh,
gwir eo ,ez eo he brav tre met setu tout ...
Kanañ a ra faos,hag e doare sonerezh a zo re sioulig..
Da eo deoc'h gouzout ez eus bepred ul lapin ganti (Kaaawwwwaaaiii)
He lerc'hienn internet (e Saozneg ^^)

par Thrawn
publié dans :
Ost/sonerezh

Setu amañ brasañ kanerezh Bro japan abaoe pell!
Ganet eo an 2 a viz Here 1978.
Diaes eo bet penn kentañ he vuhez ....
Aet eo kuit an tad pa 'z eo he ganet .
Bevet he deus gant e vamm goz hag e vamm ur vuhez diaes tre ha paour ...
Deuet eo benn ar fin "Mannequin" dre ma ne zebre ket kalz e oa bet aes dezhi bezañ degemeret e kerzh ur c'hasting.
Azalek ar mare mañ ez eus c'hoant gantiñ trec'hiñ war he vuhez brein!

E 1998,
kejañ a ra get Max Matsuura (a zo unan eus produktour sonerezh brasañ bro japan),
mont a ra fall gant Ayumi,prest e oa d'en em drouglazañ en ur c'haraoke pa lavar Max dezhi e c'helfe he bezañ brudet dre ar c'hann,gwir a oa gantañ!
Mont a ra kuit ayumi da New-York ,
du-se e vez desket dezhiñ kanañ,dre ma n'eus ket kannet abaoe ar c'hentañ derezh! war bouezh ur c'haraok ur wech an amzer .
Aze e vez cheñchet e benn,daoust dezhi bezhañ brav tre!

He c'hentañ CD "A Song For XX " a vez gwerzhet da 1.400.000 zamm!
un dra nevez e Bro Japan!
Gwellet e vez Ayumi e bep lerc'h , ahag-se peogwir ar stall produktourien AVEX trax a zo bepred war e gein ....
Un dra all a zo ganti,ouzhpenn kanañ ez eo bepred gwisket brav,
ober a ra ur bern bruderezh evit panasonic,sony,...

Abaoe ar mare-se ez eus bet gwerzhet ganti war dro 50 Single/Album disheñvel , da la varet eo 50 villion CD en holl!
Ur gwir tsunami eo he!
Kroueet e vez ur bern stad eviti , dre ma n'eus ket plas a walc'h evit degemer e abadennoù, alas un nebeudig a dud a zo gloazheet bepred,
tud en em Zrouglaz en ur lakaat en ho lizhiri fin vuhez ez eo fazi Ayumi m'o deus graet-se....
Ouzhpenn Holl merc'hed bro Japan (kenkoulz ar Yaouank tre eget ar re koshañ) a klask bezañ evel Ayumi!!!
Da eo gouzout e cheñch Ayumi doare fichañ e vlev bep sizun dre m'a deus he ur c'hontrat gant Avex Trax e zo diaes tre da heuliañ.

E miz Genver ez eo bet gwerzheet ur Single nevez !
Guilty e Anv,marteze e deus he pardra d'en em rebech....
Un dra dispar a zo bet gant ar Single mañ!
Bez eo bet an hini kentañ gwerzhet nemet dre pellgomz hezoug e doare MP3 pe dre internet!


Klask a rin ober ur Kara evidoc'h eus Evoluton ! E gwellañ kanaouenn eus va soñj!(alas , ne vo ket tu din treiñ e Brezhoneg dre ma n'eus ket ganin ul live uhel a walc'h e Japaneg ....)

e oa he e Bro c'hall (Pariz)
du-se ez eo aet da "on a tout essayé",
hag lavaret he deus dezho e oa bouzar ouzh ar skouarn dehou ,
rak , graet he deus 1 bloavez abadenn hep ehanañ....
par Thrawn
publié dans :
Ost/sonerezh

Setu amañ unan eus gwellañ strollad sonerezh japanatt ar mare!
abaoe pell e oa gortozhet ur strollad ken dreist!
Graet ho d'eus sonerezh digor Full Metal Alchemist ,
ur gwri "Tube" ez eo ebt evit bed ar J-Rock(Japanese Rock pe Japan Rock)

setu amañ ul liamm evit sellaoù un nebeudig sonerezh (Rewrite)
plijet omp bet ho selaou sonerezh Asian Kung-Fu generation (pe AKF).
Kroueet eo bet AKF e kerzh 1996,
4 den a zo er strollad Masafumi Gotô(kanañ+c'hoarieer Gitar)
Kensuke Kita (Kann+c'hoarieer gitar+lazkanañ)
kiyoshi Ijichi(Benveg Skeiñ)
hag Takahiro Yamada (Basse)
(Bruderezh ur single e fin 2007)amañ poltred ar single a zeu :

ar 6 a viz c'hwevrer (2008) ez eo bet gwerzhet gante ur single nevez : Korogaru Iwa, Kimi ni Asa ga Furu
n'on eus ket bet amzer a-walc'h evit selaou outañ,
met normalamant e rankfe bezañ un taol dispar evite!
Ouzhpenn-se, ar 5 a viz Meurzh e Rankfe bezañ gwerzhet ur single Nevez anvet : World, World, World (Bed,Bed,Bed)
lerc'hienn AKF (amañ e saozneg)
diaes tre eo kompren tra pe dra war lerc'hienn AKF e japanaat, setu perak ez eo al liamm war al lerc'hienn e saozneg!
par Thrawn
publié dans :
Ost/sonerezh


